Colin Maclaurin
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Colin Maclaurin, ganet e miz c'hwever 1698, marvett ar 14 a viz even 1746), a oa ur matematikour skosad.
Ganet oa e Glendaruel, e broad Argyll, ' lec'h ma oa e dad a oa maodiern parrez Kilmodan. Mont a reas da skol veur Glasgow d'an oad a 11 vloaz. Ne oa ket rall mont d'ar skol veur da 11 vloaz d'ar mare-se, hogen tapout e ziplomoù ha difenn un dezenn a oa. Goude bezañ tapet e ziplom e chomas e Glasgow da studiañ an doueelezh 'pad ur prantad. Da naontek vloaz ez eas da gelenner war ar matematik e Marischal College skol veur Aberdeen.
E 1725 e voe anvet Maclaurin dileuriad da gelenner matematik Edinburgh James Gregory (breur David Gregory ha niz an James Gregory) diwar alioù Isaac Newton. Ken bamet e oa Newton gant labour Maclaurin ma kinnigas goprañ anezhañ. A-benn ar fin e erlec'hias Maclaurin Gregory.
Termoù kentañ heuliadoù Maclaurin evit fonksionoù trigonometrek 'zo a oa bet roet er 14vet kantved gant Madhava of Sangamagrama. Diorroet hag embannet e voe an heuliad gant James Gregory, met Maclaurin n'her gouezas ket hag hen embannas e Methodus incrementorum directa et inversa. Dizalc'h ouzh labour Euler e embannas formulenn Euler-Maclaurin.
E 1733 e euredas gant Anne Stewart, merc'h Walter Stewart, alvokat meur Bro Skos. Stourm a reas taer a enep an dispac'h Jacobite e 1745, kemer a reas perzh e difenn Edimburgh koulskoude e rankas tec'hout da York pa erruas an Highlanders. Da heul e tistroas da Edimburgh pa valee an arme Jacobite war zu ar c'heisteiz. En desped da gement-se e oa bet tizhet e yec'hed, ar pezh a gasas anezhañ d'an anaon. Douaret eo e Greyfriars Kirkyard, Edinburgh.
E labour
- Geometria Organica - 1720
- De Linearum Geometricarum Proprietatibus - 1720
- Treatise on Fluxions - 1742 (763 pajenn e daou levrenn. Kentañ implij sistematek eus hentenn Newton.)
- Treatise on Algebra - 1748 (daou vloaz war-lerc'h e varv.)
- Account of Newton's Discoveries - Diglok betek e varv 1750 pe 1748 (n'eo ket a-du an dud.)
[kemmañ] Sources
- http://www.maths.tcd.ie/pub/HistMath/People/Maclaurin/RouseBall/RB_Maclaurin.html
- http://www.geo.ed.ac.uk/scotgaz/people/famousfirst829.html
- Patrom:MacTutor Biography
- http://www.stetson.edu/~efriedma/periodictable/html/Mg.html
- http://occ.awlonline.com/bookbind/pubbooks/thomas_awl/chapter1/medialib/custom3/topics/sequences.htm