Cesare Borgia
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
"Aut Cæsar aut nihil ". Cesare Borgia
Cesare Borgia (Roma, 13 a viz Gwengolo 1475 - Viana, 12 a viz Meurzh 1507), a oa mab da Rodrigo Borgia, kardinal spagnol eus amzer an Azginivelezh a voe pab dindan an anv a Alesant VI, ha da Vannozza dei Cattanei, ur romanez a ouenn uhel . Brudet eo evel condottiero ha dre ma oa bet awener Machiavelli pa savas e levr Il Principe.
Breur e oa da Lucrezia Borgia ha da Giovanni Borgia (pe Juan Borgia), ha Jofre. Ur verc'h en dije bet digant he c'hoar.
Fellout a rae d'e dad ez aje Giovanni d'ober micher an armoù, hag anvet e voe kabiten an Iliz ha dug Gandia, hag e teuje Cesare da vezañ un den a Iliz. Da 17 vloaz e oa eskob Pamplona, hag arc'heskob Valencia, ha da 18 vloaz e voe anvet da gardinal.
Taolenn |
[kemmañ] Beaj da Vro-C'hall
Krediñ a reer e lazhas e vreur Giovanni, evit kemer e lec'h evel kabiten ha dug, dre ma tisplije dezhañ an Iliz. Kaset e voe gant ar pab da reiñ da roue Bro-C'hall, Loeiz XII, e aotre da derriñ e zimeziñ kentañ evit ma c'hallje addimeziñ gant an dugez Anna Vreizh.
Anvet e voe da zug Valentinois gant roue Bro-C'hall evel trugarekadenn, (diwar-se e tapas al lesanv il Valentino) , ha roet e voe dezhañ da zimeziñ ur verc'h da Jean d'Albret, roue Navarra.
Diwezhatoc'h e voe ivez dug Romagna, ur briñselezh a aloubas gant skoazell e dad, ha da gentañ kêr Forlì, a oa renet gant Caterina Sforza en 1499. Lakaat a reas lazhañ, gant ar c'hleze, ar gordenn pe ar pistri, an darn vrasañ eus ar briñsed diwar-dro, ken na voe anvet dug Romagna en 1501.
D'an 31 a viz Kerzu 1502, e pedas un nebeud pennoù brezel da gastell Senigallia hag e lazhas anezho. Pa varvas e dad e 1503, e voe bac'het gant ar pab nevez Jules II, enebour touet d'e diegezh, ma rankas daskoriñ e gastilli. Pa voe divac'het e voe harzet gant ar Spagnoled ha kaset da roue Spagn en doa miret greunenn outañ. Tec'hel a eure, ha klask repu e ti e vreur-kaer, roue Navarra. Gantañ ez eas d'ober un droiad brezel da Spagn pa voe lazhet e seziz Viana (e Navarra) e 1507.
[kemmañ] Torfedoù dre warizi
Kalz a dorfedoù zo bet tamallet dezhañ en e amzer, goude ma ne gred ket an holl istourien e oa kiriek d'an holl anezho.
Dre garantez ouzh e c'hoar Lucrezia eo en dije lazhet un toullad gwazed karet ganti, pe roet urzh d'o lazhañ, hag en o zouez:
- Giovanni Sforza, a oa gwaz kentañ Lucrezia, a zeuas a-benn da dec'hout war varc'h d'ar pimperlamm rak e vuntrerien betek Pesaro, dalc'het gant e diegezh-eñ;
- Giovanni Borgia, dug Gandia, breur Cesare ha Lucrezia, a voe skoet e gorf en Tiber, nav zaol kleze ennañ, dre ma en doa karet e c'hoar ivez a dost,
- Pedo Calderon,ur Spagnol kambrelan ar pab, a oa kiriek ma oa dougerez Lucrezia,
- Alfonso, dug Bersaglia, eil pried Lucrezia, dimezet da 19 vloaz, a voe lazhet bloaz goude o eured: arsailhet e voe gant tud armet ouzh e c'hortoz p'edo o tont e-maez ar Vatikan; douget e voe korf ar paotr yaouank gloazet da lojeiz ar pab, ha pa seblante gallout dont war-c'horre, e voe krouget en e wele, gant Cesare e-unan a greder.
Kontet e voe ivez en doa pe gwallet ha brazezet e c'hoar, pe brazezet anezhi hepken (hep dezhi enebiñ). Kement-se a veze lakaet ivez war-gont e vreur pe war gont o zad ar pab.
[kemmañ] Jezuz
Kontet e vez gant lod arbennigourien war istor an arz e oa deuet da vezañ ur c'hiz gant livourien an amzer da boltrediñ ar C'hrist gant tresoù Cesare Borgia. Alese e teu ar c'hiz d'ober un den barvek anezhañ.
[kemmañ] Levrioù
- Óscar Villarroel González: Los Borgia. Iglesia y poder entre los siglos XV y XVI, Sílex ediciones, 2005. ISBN 847737144X.
- Manuel Vázquez Montalbán: O César o nada. Ed. Planeta, Madrid, 2002. ISBN 84-08-02505-8. Una biografía novelada bastante extensa y prolija.
- Ivan Cloulas: Los Borgia. Javier Vergara Editor, Buenos Aires, 1989. ISBN 950-15-0808-0. César Borgia : Fils de pape, prince et aventurier, Tallandier, Paris, 2005. 287 p.-[8] p. de pl. ISBN 2-84734-180-3.
- Juan Antonio Cebrián: Los Borgia, Temas de Hoy, 2006,. ISBN 8484605965.
- Alexandre Dumas. Les Borgia. Romant. 2005 (ISBN 2744406015)