See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Cerdic (Wessex) - Wikipedia

Cerdic (Wessex)

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

poltred faltazius Cerdic gant John Speed
poltred faltazius Cerdic gant John Speed

Cerdic (pe Ceretic) a oa Dux Gewissorum ha roue kentañ Wessex. Sellet e vez outañ evel hendad Egbert, roue Wessex hag eus rouanez Bro-Saoz a-vremañ eta, Elizabeth II, hag eus darn vrasañ familhoù roueel Europa.


Taolenn

[kemmañ] Buhez ofisiel hag esped

Hervez ar Kronik Angl-ha-Saoz e oa Cerdic ur penn-brezel saoz en dije dilestret gant e vab Cynric e 495 e Calshot e-kichen Southampton

Her cuomon twegen aldormen on Bretene, Cerdic 7 Cynric his sunu, mid .v. scipum in þone stede þe is gecueden Cerdicesora 7 þy ilcan dæge gefuhtun wiþ Walum
Neuze e teuas daou ealdorman da Breden, Cerdic hag e vab, gant pemp bagad el lec'h-se a anver Cerdicesore hag er memes deiz e stourmjont gant ar Vrezhoned.

E 508 en defe faezhet ha lazhet ur roue brezhon, Natanleod e anv en emgann Natanleag, e-kichen Netley.

Her Cerdic 7 Cynric ofslogon ænne brettisccyning, þam was nama Natanleod, 7 .v. þusendu wera mid him. Æfter was þæt lond nemned Natanleaga oþ Cerdicesford.
Amañ e lazhas Cerdic ha Cynric ur roue brezhon, Natanleod e anv, ha pemp mil a dud gantañ. Goude-se e voe anvet Natanleod al lec'h-se betek Cerdicesford

E 514 e erruas ur strollad arall a gadourien c'hermanek, Westseaxe o anv hervez ar c'hronik ha dilestret e vefent gant tri bagad e Calshot. Bleiniet e oant gant Stuf ha Wihtgar. Stourmet o defe ouzh ar Vrezhoned ha faezhañ anezho o defe.

Her cuomon Westseaxe in Bretene mid .iii. scipum in þa stowe þe is gecueden Cerdicesora, 7 Stuf 7 Wihtgar, 7 fuhton wiþ Brettas 7 hie gefliemdon.
Neuze e teuas ar Westseaxe da Breden gant tri bagad el lec'h a anver Cerdicesora, ha stuf ha Wihtgar ha stourm a rejont ouzh a Vrezhoned a lakajont da dec'hout.

E 519 ez eas Cerdic da roue war an dud nevez erruet-se goude un emgann ouzh ar Vrezhoned e Cerdicesford (Charford). Ne lâr ket ar c'hronik piv a c'hounezas ha posubl eo ne oa ket en hevelep arme.

Her Cerdic 7 Cynric : Westsexena rice onfengun on þy ilcan geare hie fuhton wiþ Brettas þær mon nu nemneþ Cerdicesford.
Neuze e gounezas Cerdic ha Cynric rouantelez ar Westseaxe. En hevelep devez e stourmjont gant ar Vrezhoned el lec'h a anver Cerdicesford

E 527 e stourmas ouzh ar Vrezhoned e Cerdicesleag. Ne ouzer ket piv a c'hounezas ar gombat met ar fed na veneg ket ar c'hronik gant piv ez eas an trec'h a laka da soñjal ne oa ket Cerdic.

Her Cerdic 7 Cynric fuhton wiþ Brettas in þære stowe þe is gecueden Cerdicesleaga
Neuze e stourmas Cerdic ha Cynric ouzh ar Vrezhoned el lec'h-se a añver Cerdicesleag

E 530 e kemeras Cercic Enez Wight ha lazhañ a reas un nebeut a dud e Carisbrook

Mervel a reas Cerdic e 534 hag, hervez ar c'hronik, e renas e vab Cynric goude se nemet en Enez Whight a roas d'e vibien-gaer Stuf ha Wihtgar.

[kemmañ] Kudennoù gant testeni ar C'hronik Angl-ha-Saoz

Kalz kudennoù zo gant testeni ar C'hronik Angl-ha-Saoz avat, ha diasur-kenañ ez eo an amzeriadoù a ro. David Dumville en deus damveneget en doa renet Cerdic eus 538 betek 534 tra ma kred klaskourien arall e oa-eñ ar penn-brezel saoz faezhet en Emgann Badon a c'hoarvezas etre 490 ha 518 moarvat. Ouzhpenn-se, tra m'edo kelc'hiad ag oberiantiz pennañ war-dro Southhampton e seblant e oa kreizennet tachenn ar Gewissae e Dorchester-on-Thames, en Oxfordshire. Du-se, ha n'eo ket e Winchester, e vije bet lec'hiet sez eskopti kentañ Wessex e derou ar VIIvet kantved. Da gêrbenn ar rouantelezh ez aio Winchester met goude koll tiriadoù an norzh hepken. Ar poblañsoù germanek o chom war-dro Southamptom a oa juted kentoc'h eget saozon hag ur rouantelezh jut bihan a zalc'has en enez Wight betek ren Cædwalla Wessex.

Ouzhpenn-se e c'hoarvezas emgann kentañ Cerdic meneget er C'hronik - Emgann Natanleag - war tachenn ar Meonware ur meuriad jut staliet e bro Southampton war-dro 450. An dra-mañ a laka diaes krediñ e stourmas Cerdic ouzh ar Vrezhoned du-se

Gwirheñvel eo, neuze, e oa kalz liesekoc'h istor gwir derou diazezidigezh Wessex eget ar pezh a lar deomp an trestennoù a oa bet treuzvevet.

Un nebeud klaskerien o deus lakaet eo oa Cerdic un den a vojenn met n'emañ ket an darn vrasañ eus ar gumuniezh skiantel a-du gant ar soñj-se.

[kemmañ] Orin

Un anv predenek en doa Cerdic evel e zaou warlerc'hiad Cynric (Cunorix) ha Ceawlin (Colinus). Ur stumm saoznekaet eus Ceretic eo - un anv boutin tre e-touez familhoù roueel predenek ar marevezh-se. Hervez ar C'hronik Angl-ha-Saoz e tiskenne Cerdic eus an doue Woden met ijinet eo bet al lignez-se penn-da-benn evel-just. Kavout a reer enni elfennoù kemeret digant lignezioù familhoù roueel ar rouantelezhioù angl-ha-saoz arall. Ijinet e oa bet, moarvat, en amzer Alfred Veur da reishaat unvanadur Bro-Saoz gant Wessex. Ouzhpenn-se e c'hellfe bezañ keltiek anv e dad - Elsea - a c'hellfe klokañ ouzh ar c'hembraeg Elisedd pe Eliseg.

Dux Gewsissorum e vez galvet Cerdic ivez gant Bede, un titl douget gant Vortigern hag Eudaf Hen. Kevelet e vez alies gant Saozon ar C'hornôg e skridoù ar grennamzer ha fin ar marevezh saoz met un orin koshoc'h en-deus moarvat. Gewissa a vije bet anv unan eus merc'hed an impalaer Claudius a vije bet dimezet gant Arviragus hag implijet e veze da ziskouez bro-Went (Gwennwy e kembraeg).

Displeget o deus klaskourien zo an traoù-se dre lakaat en doa Cerdic un tad saoz hag ur vamm vrezhon. N'eo harpet an deorienn-se war testeni ebet ha daoust ma vir orin saoz Cerdic e laka e veve e familh e Preden dija. Klaskourien arall, evel John Morris a gred eo ur brezhon penn-da-benn en defe implijet goprsoudarded saoz pe jut da sevel ur Stad emren e-kichen Southampton, ur rannvro ma oa staliet meuriadoù jut adalek 450 dija. Posubl eo ivez e oa faos penn-da-benn istor ar C'hronik hag edo Cerdic o ren rannvro Dorchester war an Tamez. E liammoù gant an Hampshire a vefe bet ijinet diwezhatoc'h da aesaat stagadur an tiriadoù jut.

Caratoc a oa un anv boutin a-walc'h er familhoù roueel ar Vvet kantved ha meur anezho a gaver e tierniezh Gwent. Posubl eo e oa Cerdic mab Deyfur Gwent, rak an tiern-se en doa ur mab a oa Cunorix e anv.

[kemmañ] Liammoù diavaez

Testenn ar C'hronik Angl-ha-Saoz o tanevelliñ istor "ofisiel" Cerdic


En e raok:
Den ebet
Roue Wessex
thum)
War e lerc'h:
Cynric Wessex




aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -