Bourc'h
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ar vourc'h, pe ar vorc'h, a zo un tolpad tiez ha ne reer ket ur gêr anezhañ daoust dezhañ kaout un nebeut servijoù evel ur marc'had pe ur foar. En Istor e vez anvet bourc'hioù ar gêrioù bihan a oe bet roet dezhañ an aotre, ar frankizioù a reer anezhi, da gaout ur velestradurezh dezho e mare ar Gladdalc'helezh er Grennamzer. Bourc'hizien a veze graet eus an dud o doa tapet an droad dilenn o fennoù.
[kemmañ] Ar vourc'h e Breizh
E Breizh hag e rannvroioù nes e vez implijet bourc'h evit an tolpad tiez a zo ur greizenn evit un ar c'hêriadennoù a zo tro-war-dro war diriad ar gumun.
Gwechall e veze merk ar vourc'h ezvezañs iliz ar barrez. Ha pa veze boas d'ar gêriadenniz mont d'an oferenn bep sul e oa tamm ha tamm ar vourc'h al lec'h ma veze staliet enni muioc'h-muiañ a stalioù-kenwerzh : ostalerioù, stalioù-boued, artizaned. Ha pa kreske pinvidigezh ar barrez e veze savet tiez ouzhpenn ha gwellaet ha brasaet an iliz-parrez.
Bourc'hioù gant ilizoù-parrez a zo aet da gêriadennoù bihan : Lotei kozh e-barzh Lotei, Plonivel e-barzh Loktudi, Ploumenez e-barzh Plouneour-Menez.
[kemmañ] Lec'hanvadurezh
An anv bourc'h a ya d'ober un nebeud anvioù-kumunioù e Breizh :
[kemmañ] Anvioù all
Diwar ar ger bourc'h e teu ar ger bourc'hiz.