Bouches-du-Rhin
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Bouches-du-Rhin zo anv un departamant gall savet en Izelvroioù d'ar 24 a viz Ebrel 1810, pa voe staget an Izelvroioù ouzh Bro-C'hall.
's-Hertogenbosch e oa ar pennlec'h, gallekaet neuze dindan an anv Bois-le-Duc, (da dostaat ouzh Bar-le-Duc, e Bro-C'hall)
Douaroù an departamant zo bremañ e proviñs Brabant an hanternoz ha lod eus Gelderland.
[kemmañ] Arondisamantoù ha kantonioù
- 's-Hertogenbosch, kantonioù: 's-Hertogenbosch, Boxtel, Heusden, Oisterwijk, Oss, Tilburg, Waalwijk and Zaltbommel.
- Eindhoven, kantonioù: Asten, Eindhoven, Gemert, Helmond, Hilvarenbeek, Oirschot and Sint-Oedenrode.
- Nijmegen, kantonioù: Boxmeer, Druten, Grave, Nijmegen, Ravenstein ha Wijchen.
War-lerc'h faezhidigezh Napoleon Iañ e 1814 e voe ebarzhet an departamant en Izelvroioù.