Boied
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Tri meuriad keltieger anvet Boied (pe Boii e latin) a oa en henamzer: unan e Bohemia ha rannvroioù zo Bavaria, unan all hag a oa divroet eus Bohemia da C'halia hag un trede hag a oa divroet da norzh Italia. Ar pennad-mañ a denn da vBoied Bohemia.
Boied Bohemia a oa ur meuriad galloudus e Kreiz Europa. Diazezet e voe ganto kêr Boioduron (Passau). Titr roue ar vBoied a oa Boiorix. Er Iañ kantved goude JK e voe aloubet Bohemia gant ar vMarkomaned, ur bobl c'hermaneger, ha yezh ar vBoied a yeas da get.
Dont a ra anv Bohemia eus hini ar vBoied: Boio-haemum ("bro ar vBoied") a veze graet eus ar vro gant hec'h amezeien c'hermaneger.