Belgica
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Proviñs roman Belgica a zeu hec'h anv eus Gallia Belgica. Ul lodenn eus Galia e oa. E deroù prantad an impalaerien e vode tachennoù ar c'heodedoù a oa ezel eus ar c'hevredad belgat a-raok o faezhidigezh gant Julius Caesar, da lâret eo an dachenn zo etre ar Roen hag ar stêr Sequana (Ar Seine hiziv), anvet Belgium[1] gant Caesar. Da gentañ e oa bet staliet kêrbenn ar broviñs e Durocorter (Reims hiziv). Goude se, ne ouzer ket pegoulz met kent diwezh an impalaeriezh izelañ moarvat, e voe kaset ar gêrbenn da Treueorum.
Da vare an impalaerAugustus e kaved ar c'heodedoù galian da-heul e-barzh :
- Ciuitas Remorum, kêrbenn Durocorter (Reims)
- Ciuitas Siluanectum, kêrbenn Augustomagus (Senlis)
- Ciuitas Suessionum, kêrbenn Augusta Suessionum (Soissons)
- Ciuitas Bellouacorum, kêrbenn Caesaromagus (Beauvais)
- Ciuitas Ambianorum, kêrbenn Samarobriua (Amiens)
- Ciuitas Viromanduorum, kêrbenn Augusta Viromanduorum (Saint-Quentin)
- Ciuitas Atrebatium, kêrbenn Nemetacum (Arras)
- Ciuitas Neruiorum, kêrbenn Bagacum (Bavay)
- Ciuitas Leucorum, kêrbenn Tullum Leucorum (Toul)
- Ciuitas Treuerorum, kêrbenn Augusta Treuerorum (Trèves)
- Ciuitas Mediomatricorum, kêrbenn Diuidorum (Metz)