Atlas (mitologiezh)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Atlas (Ἄτλας e gregach, « an douger ») a oa un Titan, da lavarout eo un doue bihan, mab da Japet ha da d-Temis pe d'an Okeanidenn Klimene.
Breur e oa da Prometeüs, Epimeteüs ha Menoetios, Titaned eveltañ eta.
Taolenn |
[kemmañ] Gerdarzh
Gwelout a reer en anv ar wrizienn τλάω / tláô, « dougen, derc'hel»)
[kemmañ] Mojenn
Tad e oa
- d'ar Pleiadezed, diwar Pleione
- d'an Hiadezed, diwar an Okeanidenn Etra
- d'an Hesperidezed, diwar Hesperis
- da Galipso (hervez Homeros da vihanañ)
Savet e oa a-du gant ar Ramzed, a-enep an Doueed, kondaonet e voe gant Zeus da zougen bolz an neñv war e chouk da viken, da virout na gouezhje war an douar.
Pa oa deuet Herakles da gerc'hat avaloù-aour liorzh an Hesperidezed e oa bet o welout Atlas da c'houlenn digantañ dont d'o c'hutuilh gantañ. Mat e oa da Atlas reiñ e skoazell, nemet goulenn a reas digant Herakles dougen an oabl en e lec'h ur pennadig.
[kemmañ] Implij an anv
- Diwar-lerc'h e anv eo bet anvet menezieg an Atlas, e-lec'h m'emañ e chomlec'h ofisiel.
- Atlasoù a vez graet eus strobadoù kartennoù douaroniezh
- Un askorn eo an atlas ivez, ar c'hentañ eus al livenn-gein dindan ar c'hlopenn.