Arkadokiprenezeg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An arkadokiprenezeg pe gresianeg arkadokiprenezek a oa ur rannyezh henc'hresiank bet komzet en Arkadia hag e Kiprenez etre ar 7vet kantved a-raok ar varevezh kristen betek tro-dro d'ar 4vet kantved goude ar v.k.
Diorroet e oa bet war-eeun diwar ar gresianeg mikenaiek, ha komzet e veze en takadoù ma kilas poblañs Mikenai betek enne o tec'hel diouzh al alouberion dorek.
Ne van nemet roudoù skrivet eus ar yezh bet savet oc'h implijout ar silabenneg kiprenezek.
Implijet e veze al lizherenn san (ϻ) en Arkadia nemetken betek tro-dro d'ar 6vet kantved a-raok ar varevezh kristen.
Kenderc'hel a reas an arkadokiprenezeg d'ober gant meur a berzh kavet e mikenaieg aet da get e rannyezhoù gresianeg klasel all, en o zouez ar son /w/ skrivet gant digamma (ϝ).