See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Areg SQL - Wikipedia

Areg SQL

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor


SQL (Structured Query Language) a zo un areg (pe lavar stlennegel) despizañ roadennoù (e saoznaeg : DDL - Data Definition Language), un areg dazverañ (embreg) roadennoù (e saozneg : DML - Data Manipulation Language) hag un areg gwiriañ roadennoù (e saozneg : DCL - Data control Language) evit ar stlennvonoù daveaduriek.

Ijinet e oa bet an delvan (pe patrom) daveaduriek gant E.F. Codd a oa rener kreizenn imbourc'h IBM e San Jose e 1970. Da heul e oa bet ergrafet aregoù :

  • IBM Sequel (Structured English Query Language) e 1977,
  • IBM Sequel/2
  • IBM System/R
  • IBM DB2

An aregoù-se eo o deus lakaet da vezañ ijinet ar skoueriegezh SQL skoueriekaet e 1986 gant an ANSI d'ober SQL/86 ha war-lerc'h e 1989 an handelv SQL/89. SQL 2 a vezer oc'h envel reolad SQL/92 deuet er-maez e 1992. SQL/99 an handelv (pe stumm) diwezhañ a zo deuet er-maez e 1999 dindan ar reolad ISO/IEC 9075X:1999. Hogen ne heuilh ket un darn eus embannerien meziantoù ar reolad a-bezh. E-gizh-se e vez kefloueret (~ emboudet) spesadelioù e-barzh ul lodenn eus aregoù SQL gant embannerien 'zo. Da skouer an areg SQL implijet gant Microsoft ACCESS a zo ennañ diforc'hioù e-keñver ar reolad ANSI.

[kemmañ] Despizañ an areg SQL

  • Un areg despizañ roadennoù eo SQL : eleze e ro an tu da grouiñ taolennoù roadennoù e-barzh ur stlennvon daveaduriek hag ouzhpenn daskemmañ pe dilemel anezhe.
  • Un areg dazverañ roadennoù eo SQL : eleze e kevaraez da ziuzañ, da ensoc'hañ, da zaskemmañ pe da zilemel roadennoù e-barzh taolennoù ur stlennvon.
  • Un areg gwareziñ haezerezh eo SQL : gallout a reer gant SQL savelañ aotreoù war ar roadennoù evit an arveriaded.

[kemmañ] Stumm hag arc'hadoù SQL

Dindan stumm rekedoù eo e vez skrivet an areg SQL.

Gallout a reer kevanaat ar rekedoù SQL e-barzh goulevioù skrivet war-bouez aregoù arall evel da skouer C pe PHP pe kas rag-eeun rekedoù SQL d'ar RASV (Reizhiad Ardeiñ ar StlennVon).

  • An areg despizañ roadennoù :

Da zeraouiñ e c'heller diverrañ luniad an delvan daveaduriek en ur iskouniañ e urzhaz : rezoù ha bannoù e endalc'h an taolennoù, taolennoù e endalc'h ar selled pe goulun ergrafañ, selledoù ergrafañ e endalc'h ar rollad ha rolladoù e endalc'h ar stlennvon.

Gallout a reer krouiñ taolennoù gant an arc'had : CREATE TABLE

Da skouer, evit krouiñ un daolenn oc'h enderc'hel roadennoù a-zivout levrioù ul levraoueg :


CREATE TABLE LEVRIOU (
(doareennoù) (rizh roadennoù) (destrizhoù)
LEVR-ID INTEGER NOT NULL,
TITL-LEVR CHARACTERE (20) NOT NULL,
SKRIVAGNER CHARACTERE (20),
NV-PAJENNOU INTEGER,
AMPRESTET BOOLEAN );


Gallout a reer sellout ouzh taolennoù gant an arc'had CREATE VIEW. Evit daskemmañ un daolenn e reer gant ALTER TABLE, evit dilemel anezhi : DROP TABLE.

  • An areg daskemmañ roadennoù :

An arc'hadoù arveret a zo : SELECT, INSERT, UPDATE, DELETE.

Da skouer, evit gwereañ titloù ha niver a pajennoù levrioù bet skrivet gant X. Grall eus an doalenn LEVRIOU :

SELECT TITL-LEVR, NV-PAJENNOU
FROM LEVRIOU
WHERE SKRIVAGNER = X.Grall;

Ur reked eztennañ roadennoù eo. An hini eeunañ a zo : SELECT * FROM LEVRIOU evit eztennañ pep doareenn eus an daolenn LEVRIOU.

Ma hon eus c'hoant ouzhpennañ roadennoù nevez d'un daolenn (ur marilhadur) :

SELECT INTO LEVRIOU ([ID-LEVR, TITL-LEVR, SKRIVAGNER, NV-PAJENNOU, AMPRESTET)]
VALUES (3267, Ar Pembroke, J. Priel, 280, N);

Pe daskemmañ roadennoù, da skouer :

UPDATE LEVRIOU
SET NV-PAJENNOU = '253', TITL-LEVR = 'An teirgwern Pembroke'
WHERE ID-LEVR = '3267'

[kemmañ] Lec'hienn a-zivout SQL

Mar fell deoc'h deskiñ gouleviñ gant SQL, kit d'ober un droiad war al lec'hienn-se : SQL Tutorial


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -