Alison Kraus
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Alison Krauss, ganet d'an 23 a viz Gouhere 1971 e Decatur, Illinois, (Stadoù Unanet)) zo kanerez ha rebedourez bluegrass ha country.
Taolenn |
[kemmañ] Buhez
Krog e oa Alison Krauss da seniñ rebed adal he femp bloaz ha da studiañ ar sonerezh klasel gant ur c'helenner. Buan e voe troet gant ar sonerezh country ha bluegrass.
Adal hec'h eizh vloaz e krogas da gemer perzh e kenstrivadegoù kanerien yaouank. Dek vloaz e oa pa oa he strollad en-dro dezhi. E 1983, ha hi 12 vloaz, ez eas ganti an Illinois State Fiddle Championship.
Seniñ a reas war bladenn he breur Viktor, Different Strokes, en 1985, tro kentañ dezhi da sonenrolliñ. Daou vloaz goude, en 1987, e reas he fladenn gentañ, Too Late To Cry. Un tamm brud a deu dezhi en Europa war-lerc'h seniñ er film O'Brother gant ar vreudeur Coen.
Abaoe 1989 e son gant ar strollad Union Station, ennañ Dan Tyminski (gitar, kan), Ron Block (Banjo, gitar, kan), Jerry Douglas (Dobro) ha Barry Bales (gitar bout, kan).
Maouez ebet n'he deus bet kement a Grammy Awards (20 betek-hen).
[kemmañ] Pladennoù
- Too Late To Cry (1987)
- Two Highways (1989)
- I've Got That Old Feelin (1990)
- Every Time You Say Goodbye (1992)
- I Know Who Holds Tomorrow (1994)
- Now That I've Found You: A Collection (1995)
- So Long So Wrong (1997)
- Forget About It (1999)
- New Favorite (2001)
- Live (2002)
- Lonely Runs Both Ways (2004)
[kemmañ] Soundtracks
- O Brother, Where Art Thou? (2003),
- Mona Lisa's Smile (2003)
- Cold Mountain (2004)
[kemmañ] DVD
- Live (2002)
[kemmañ] Liammoù
- (en) Lec'hienn ofisiel