Priz Langleiz
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Savet eo bet ar Priz Langleiz (Priz Zavier Langleiz) e 1976 evit enoriñ, bep bloaz, ul levr brezhonek diembann pe oberenn glok ur skrivagner brezhonek. Evit mirout memor ar skrivagner brezhonek Zavier Langleiz (1906-1975) eo bet krouet ar priz gant e wreg, Annaig Langleiz (ganet du Châtellier - marvet e 2005), ha gant ar familh Langleiz e vez pourchaset an donezon roet d'an oberour.
Gant ur strollad-barn bodet gant Kuzul ar brezhoneg e vez dibabet an loreidi.
[kemmañ] Roll an oberourien hag an oberennoù
- 1976 : Goulven Jacq evit e levr eñvorennoù Pinvidigezh ar Paour
- 1978 : Pêr ar Bihan - Tudual Huon - Goulc'han Kervella - Pêr Bourdelles evit troidigezh romant Alessandro Manzoni, Danvez priedoù (I promessi sposi) , Lesneven, Mouladurioù Hor Yezh,
- 1979 : Reun ar C'halan
- 1981 : Pêr Roy evit e emvuhezskrid "Evel-se e oamp" dindan anv-pluenn AbHerri.
- 1982 : Jef Philippe
- 1983 : Goulc'han Kervella, Jakez Konan
- 1984 : Kristian Brisson, evit e romant Skeud, Lesneven, Mouladurioù Hor Yezh
- 1985 : Jakez Konan
- 1986 : Yann Gerven
- 1987 : Lukian Tangi
- 1988 : Job Lec'hvien
- 1989 : Frañseza Kervendal
- 1990 : Jozef Abasq
- 1991 : Youenn Olier
- 1992 : Erwan Evenou
- 1993 : Alan Heusaff
- 1994 : René Le Gléau
- 1995 : Filip Oillo
- 1996 : Youenn Gwernig
- 1997 : Alan Botrel
- 1998 : Lan Tangi
- 2000 : Tugdual Kalvez
- 2001 : Daniel Doujet
- 2002 : Ronan an Henañ
- 2003 : Herve ar Gall
- 2004 : Mark Kerrain
- 2005 : Maguy Kerisit evit he romant berr evit ar grennarded, Ameli Penn-koumoul, TES
- 2006 : Yann Bijer evit e romant Avel gornôg, Embannadurioù Al Liamm
- 2007 : Yann-Fulup Dupuy evit e romant Ar gariadez vaen, Embannadurioù An Alarc'h
- 2008 :
[kemmañ] Prizioù lennegel all roet evit an oberennoù brezhonek
- Priz Imram
- Priz Roparz Hemon
- Priz ar yaouankiz