Jakez Konan
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur skrivagner brezhoneg ha brezhoneger eo Jakez Konan, ganet e Perroz-Gireg (Bro-Dreger - Aodoù-an-Arvor) e 1910 ha marvet d'an 11 a viz Eost 2003. Mab e oa da Ewan Gonan (Yves Connan, geriadur ar skrivagnerien, Lukian Raoul) ha da vMarguerite Goubault.
Skrivet en deus kalz war meur a dachenn, er c'helaouennoù peurvuiañ, met un nebeud romantoù pe danevelloù a zo bet embannet e stumm ul levr.
Tapet live ar vachelouriezh gantañ, ez eas da dremen un hanter bloavezh da Vro-Alamagn e 1928 da deskiñ alamaneg dre un eskemm etre familhoù. Goude-se, deuet en-dro d’ar vro ez eas da labourat en un ti-bank. Diwezhatoc'h e voe ivez gwerzher-tiez, kelaouenner, sekretour ti-kêr pe c'hoazh sekretour-kontour.
Dimeziñ a reas gant Anna-Vari Glou eus Perroz-Gireg ivez e 1932. Bet o deus pemp a vugale.
Deskiñ a reas seniñ gant ar binioù hag e voe unan eus krouerien kelc’h keltiek Perroz en 1935 asambles gant James Bouillé an tisavour, d'ar c'houlz ma oa gwir gelc'hioù a sevenadur vrezhon anezho. Reiñ a rae kentelioù brezhoneg hag aozañ pezhioù-c'hoari brezhonek. Un toullad bloavezhioù goude ar brezel, dre ma oa un enkadenn ekonomikel ha kalz a zilabour, ouzhpenn ma veze lemet e labour digantañ abalamour d'e vennozhioù breizhat, e kuitaas Breizh e 1952 gant e holl familh da vont da Ganada. Eno e vevjont e-pad 25 bloaz. Pa dapas kaout e leve-kozhni e tistroas da Vreizh.
N'eo ket hepken skrivañ brezhoneg en deus bet graet. Bevañ e brezhoneg en deus graet ivez.
[kemmañ] Oberenn lennegel
Brudet eo Jakez Konan e bed ar brezhoneg dre m’en deus skrivet kalzik a draoù, romantoù, danevelloù, pezhioù-c’hoari... e Gwalarn ha Feiz ha Breiz da gentañ ha goude ar Brezel e Al Liamm, e Ar Bed Keltiek hag e Barr-Heol. Klasket en deus bepred liammañ yezh ar bobl, -- e vrezhoneg en deus liv an tregerieg warnañ --, gant ar brezhoneg skrivet, o prouiñ dre-se nend eus moger ebet etre ar yezh skrivet hag ar peurrest eus ar brezhoneg pa c’hell an eil pinvidikaat egile.
Stummet eo e zoare skrivañ gant rikted ha pervezhted ar yezh lennek unanet gant nerzh ha buhez ar yezh pobl, hini Treger, ur rannyezh a anaveze mat. Modern eo ivez spered e skridoù, pa 'z int graet evit an amzer o ren, lod anezhe savet evit ar radio, evel e bezhioù-c'hoari da skouer.
- A bep seurt traoù a zo bet skrivet gantañ, danevelloù dreist-holl, leun a fent alies evel
- "Lannevern e kañv", "Noblañs"...
- Romantoù diduiñ
- "Ur marc'hadour a Vontroulez", graet evit ar yaouankizoù hag a dremen en triwec'hvet kantved ;
- "Kenavo Amerika", ur romant post-atomel na oa ket bet barnet eus ar c'hentañ bepred pa oa deuet er-maez, e gaou a gav din, p'eo plijus an dibun anezhañ ha divoas an danvez e brezhoneg)
- hag ivez troidigezhioù evel
- Ali Baba, ar gontadenn vrudet tennet eus levr kontadennoù "ar 1001 nozvezh" ;
- "Ar vilin du", romant skrivet gant Jurij Brězan ;
- "Pikoù mab e dad", levr Edouard Ollivro, a zo tapet c'hwek ennañ buhez ur skolajiad eus bro Lannuon etre an daou vrezel...
- ha pezhioù-c'hoari, barzhonegoù, kanaouennoù hag ivez pennadoù studi a bep seurt diwar-benn ar yezh.
[kemmañ] Levrlennadurezh
Al Liamm Kelaouenn lennegel (hervez lec'hienn internet ar gelaouenn)
55 pennad skrivet gant Jakez Konan, ur steredennig a gaver dirak anv an troer
Niv. Paj. Stumm Titl ar pennad Skrivagner(ien)
23 6 Danevell Ar maen e lenn Rottne, Selma Lagerlöf & *Jakez Konan
36 11 Danevell Ali Baba hag an Daou-ugant Laer, *Jakez Konan
43 14 Danevell An den-meur, Jakez Konan
64 6 Danevell Diwezh-sizhun, Jakez Konan
65 9 Danevell Noz ar pellgent, Jakez Konan
66 41 Studi Kontouriezh, Jakez Konan
70 329 Danevell An hini kozh, Jakez Konan
71 437 Studi Selma Lagerlof, Jakez Konan
71 442 Danevell Ar Bioloñsour, Selma Ottilia Loeiza Lagerlof & *Jakez Konan
71 458 Studi Loeiz Eunius, Jakez Konan
74 175 Danevell Ar c'hi, Jakez Konan
74 202 C'hoariva Un Taol-Strap, Jakez Konan
78 3 Barzhoneg Barzh nen on..., Jakez Konan
78 4 Barzhoneg Buhez, Jakez Konan
78 4 Barzhoneg Nevez-amzer, Jakez Konan
T5 9 Studi Hag anaout a rit-hu ar Gorriganed ? Jakez Konan
105 254 Danevell Barr-Heol war Hentoù ar Bed-Nevez, Jakez Konan
107 410 Danevell Noblañs, Jakez Konan
114 29 Studi Al lavar reizh, Jakez Konan
117 270 Studi En em gelenn diwar lenn, Jakez Konan
126 5 Barzhoneg Evnig, allas !..., Jakez Konan
143 439 Danevell Ur beurevezh kaer a viz Ebrel, Jakez Konan
157 124 Danevell Kevrin Lord Pennejen, Stephen B. Leacock & *Jakez Konan
157 131 Danevell Penaos gounit ur million a zollarded, Stephen Leacock & *Jakez Konan
174 4 C'hoariva Tri brezeliad, Jakez Konan
203 450 Danevell O foetañ hent dre Iwerzhon, Gweltaz ar Bozeg & *Jakez Konan
209 422 Studi A-dreuz lenn : O foeta bro er C’hanada, Jakez Konan
210 84 Lizher Ul lizher, Jakez Konan
211 123 Danevell Skrij ha nij en noz, Jakez Konan
218 170 Danevell Mendès-Breizh, Jakez Konan
222 20 Danevell Diwallit ouzh al latar, Edwarz Ollivro & *Jakez Konan
230 206 Danevell A,B ha C, an elfenn denel er jedoniezh, Stephen Leacock&*Jakez Konan
235 88 Danevell N'emañ ket ar C'hudenneg aze ?, Jakez Konan
242 173 Danevell Ar c'hwiled-derv, Jakez Konan
246 53 Studi Notennoù Yezh, Jakez Konan
250 245 Barzhoneg Al Lorelei, Heinrich Heine & *Jakez Konan
251 365 Studi Roparz Hemon, rener ar gelaouenn Arvor, Yann Glevareg & *Jakez Konan
252 42 Studi Eus Grundtvig da Roparz Hemon, Yann Glevareg & *Jakez Konan
253 140 Studi Geriadur an henvrezhoneg, Jakez Konan
258 60 Studi A-dreuz lenn : Notennoù Brezel (Ar Yeoded), Jakez Konan
259 143 Studi Notennoù yezh, Jakez Konan
265 156 Studi Kistreberzh, Kistrebiarh, Questembert, Jakez Konan
273 288 Danevell Al lorberez Pelham Granville, Wodehouse &*Jakez Konan
275 441 Danevell Souvenir from Paris, Jakez Konan
281 388 Barzhoneg Diskar-amzer, Jakez Konan
282 11 Danevell Muntr ar gourmarc'had (1/2), Jakez Konan
283 108 Danevell Muntr ar gourmarc'had (2/2), Jakez Konan
283 166 Studi Notennoù Yezh, Jakez Konan
284 200 Barzhoneg Breudeur, Heinrich Lersch & *Jakez Konan
296 205 Danevell Ur mennad a bouez, Jakez Konan
335 5 Barzhoneg O terriñ kleuz, Jakez Konan
336 3 Barzhoneg Ar vagig, Jakez Konan
337 7 Barzhoneg Marv an eostig, Jakez Konan
337 8 Barzhoneg An hent, Jakez Konan
338 3 Barzhoneg Kanenn d'al Levenez, Freidrich Von Schiller & *Jakez Konan