Loeiz XIV (Bro-C'hall)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Loeiz XIV, badezet Louis-Dieudonné, a oa lesanvet ar Roue Heol da c'houde, ha Loeiz Veur ivez. Ganet e oa e Saint-Germain-en-Laye, d'ar 5 a viz Gwengolo 1638 ha marvet e Versailhez, d'ar c'hentañ a viz Gwengolo 1715).
Adalek ar 14 a viz Mae 1643 e voe roue Bro-C'hall ha Navarra, an trede eus tiegezh Bourbon, eus tierniezh ar Gapesianed.
Loeiz XIV a renas e-pad 72 vloaz hag a zo ar penn stad en deus renet an hirañ war Bro-Chall. Bet eo ar c'hoshañ rieg gall zo bet, ha war un dro ar rieg en deus renet ar pellañ en Europa a-bezh.
Dont a reas Loeiz XIV da vezañ roue un nebeud mizioù goude e bempvet deiz-ha-bloaz, met goude ur vinorelezh ma oa bet skoet-naet e speret gant emsavadeg ar Fronde (1648-1653), ne renas drezañ e-unan ar gouarnamant nemet adalek marv e gentañ maodiern, ar C’hardinal Mazarin, e 1661. Biskoazh ne gemeras maodiern kentañ ebet goude ha goude marv e vaodierned c'halloudus (Colbert (1683) ha Louvois (1691) e renas muioc’h mui e-unan E-pad e ren edo savidigezh un hollveliegezh roueel a-berzh Doue en he barr , ha hi krog abaoe kantvedoù. Gwelout a reas e aotrouniezh o kreskiñ diharz pa dennas e vad eus diwezh emsavadegoù an noblañsoù, ar barlamantidi, ar Brotestanted hag ar beizanted hag a rae o reuz er rouantelezh abaoe muioc’h evit ur c’hantved d’an nebeutañ.
Kresket en deus Loeiz XIV tachennad Bro-C’hall hag e c’halloudegezh en Europa. Ren a reas ar brezel hag an diplomatiezh diouzh e c’hoant e-pad meur a aridennad brezelioù european. Lakaat a reas kreñvaat ar c’hêrioù kemeret gant Vauban a-hed an harzoù. Emañ o heuliañ politikerezh ar "prad karrez" a dres en-dro bevennoù ar vro. E c’houarnamant a glot gant ur striv diorroadur armerzhel, kenwerzhel ha trevadennel kaset en-dro gant e vaodiern Colbert dreist-holl, hag a zo an tu armerzhel eus strivoù ar C’halloued evit bezañ ar re gentañ. E-doug e ren e oa erru Bro-C’hall er renk kentañ en Europa, pe dost, ha n’eo ket war tachenn ar brezel pe an ekonomiezh hepken met ivez war hini ar sevenadur a-drugarez da dud gwarezet gant mesenerezh ar roue, evel ar skrivagnerien Molière, Racine, Boileau, ar soner Lully, al livourien Le Brun ha Le Nôtre. Lod all, muioc’h dizalc’h evel ar barzh La Fontaine, ar prederour Blaise Pascal, an Itron Sévigné, La Bruyère pe Saint-Simon a reas ivez eus e ren barr ar glaselezh c'hall. Ar vuhez speredel en he bleuñv a gresk sked Bro-C’hall, hini e yezh komzet en holl lezioù Europa hag evel just hini e roue. Komzet e vez eus "kantved Loeiz XIV", hag eñ bev c’hoazh, war batrom kantved Perikles hag hini Augustus, pe c’hoazh eus ar "c’hantved bras".
Unan eus oberennoù ar roue zo bet ivez e strivoù evit sevel ur stad kreizennet hag hollveliek. Ren a ra anezhañ e-unan goude 1682 adalek kastell Versailles, zo bet savet war e urzh, hag a zeu da vezañ patrom meur a balez european. Eno e laka e noblañs lez, a redi da vevañ tost dezhañ, da vevañ hervez ur reol a-zere kemplezh-kenañ. Loeiz XIV a vihanaas levezon ar Parlamantoù, mougañ a reas an emsavadegoù paizanted diwezhañ a-enep an tailhoù, ha derc’hel penn e-pad e ren ouzh ar jañsenourien. Kemer a reas an diviz da derriñ skrid-embann an Naoned (1685). Teñvalaet e voe diwezh e ren hir gant un heuliad emgannoù kollet, naonegezhioù marvus eus 1693 betek 1709, gant emsavadeg ar brotestanted a roas lañs da vrezel ar Gamisarded, ha gant marvioù en e diegezh. Koulskoude, en desped d’ur feson da welet kozh, ne seblant ket e vije bet rivinet Bro-C’hall gant ar bloavezhioù diwezhañ-se evel ma veze lâret.
Deuet eo Loeiz XIV da vezañ patrom ar roue hollveliek.
Taolenn |
[kemmañ] Ar yaouankiz
Mab Loeiz XIII hag Anna Aostria, Loeiz zo frouezh euredoù politikel ha liessevenadurel peogwir eo oa gall hag italian e dud-kozh a-berzh tad ( Herri IV ha Mari Medicis), ha spagnol hag aostrian e dud-kozh a-berzh e vamm ( Fulub III ha Marc’harit Aostria), daoust dezhe da vezañ Habsbourged, o-daou ha kar-tost an eil ouzh egile [1]. Titl Kentañ mab Bro-C’hall hag hini hengouneloc’h Daofin ar Viennois zo bet roet da Loeiz vihan. Anvet eo Loeiz-Dieudonné abalamour ma veze sellet ouzh e c’hanedigezh evel ur burzhud. Tri bloaz warn-ugent a oa e oa ar rouantelezh o c’hortoz anezhi. Pell e oa ne grede ket ken e dad hag e vamm e c’hoarvezfe[2].
Heuliet eo ganedigezh Loeiz, daou vloaz diwezhatoc’h, gant hini Fulub, anvet dug Anjou da gentañ ha dug Orleañs goude. Pellat a reont breur ar roue, Gaston Orleañs, diouzh an tron. Hemañ a oa un irienner-touet ha doujañ a rae kardinal Richelieu, kentañ maodiern Loeiz XIII, ne renfe ur politikerezh a-du gant an noblañs hag gant an Habsbourged ma pignfe war an tron. Ganedigezh dic’hortoz Loeiz a oa un trec’h politikel evit Richelieu.
Pa varvas e dad ez eas ar bugel da roue gant anv Loeiz XIV. Evel ma ne oa ken pemp bloaz, e vamm, Anna Aostria, a zeuas da vezañ rejantez. Choaz a reas ar c’hardinal Mazarin evel kentañ maodiern, er c’hontrol eus ar pezh a oad engortoz, daoust ma oa kavet fall he choaz gant metoù politikel Bro-C’hall ar mare. Ne blije ket da galz tud gwelet un Italian, kenseurt feal da Richelieu, o ren Bro-C’hall.
[kemmañ] Deskadurezh ar roue
Ouzhpenn e garg a vaodiern, Mazarin, paeron Loeiz XIV, a resevas digant ar rouanez, e miz Meurzh 1646, ar garg da gelenn an daofin hag e vreur. Dont a reas da vezañ eta : « surintendant au gouvernement et à la conduite de la personne du roi et de celle de M. le duc d'Anjou ». En desped da strivoù an digelennerienn disheñvel a oa tutet evit reiñ kentelioù latin, istor, matematikoù, italian ha tresañ, Loeiz ne oa ket ur marc’h labour. Met, diouzh skouer Mazarin, an dastumer bras oberennoù arz, Loeiz XIV a blij dezhañ al liverezh, an tisaverezh, ar sonerezh ha dreis-holl an dañs a oa ul lodenn a-bouez bras e deskadurezh un denjentil yaouank d’ar c’houlz-se : Lavaret e vez e veze Loeiz o pleustriñ an dañs war-dro div eurvezh bemdez adalek 7 betek 27 vloaz! Plijout a rae kalz dezhañ jiboesat ha c’hoari tripod ivez.
[kemmañ] Diskennidi
Loeiz XIV en deus bet meur a vugel.
Gant e wreg, Marie-Thérèse Aostria, en deus bet 6 bugel (3 merc’h ha 3 faotr). Unan hepken a vevas pelloc’h evit ar vugaleaj :
Anv | Ganedigezh | Marv |
---|---|---|
Loeiz Bro-C’hall, bugel Bro-C’hall, an Daofin bras | 1añ a viz Du 1661 | 14 avril 1711 |
Anne-Élisabeth Bro-C’hall, bugel Bro-C’hall | 18 a viz Du 1662 | 30 a viz Kerzu 1662 |
Marie-Anne Bro-C’hall, bugel Bro-C’hall | 16 a viz Du, 1664 | 26 a viz Kerzu 1664 |
Marie-Thérèse Bro-C’hall, bugel Bro-C’hall, la Petite Madame | 2 a viz Genver 1667 | 1añ a viz Meurzh 1672 |
Philippe-Charles Bro-C’hall, bugel Bro-C’hall, Dug Anjou | 5 août 1668 | 10 a viz Gouere 1671 |
Louis-François Bro-C’hall, Bugel Bro-C’hall, Dug Anjou | 14 juin 1672 | 4 a viz Du 1672 |
Gant e vestrezed en doe 16 pe 17 bugel hag eizh a voe anaveet gantañ en un doare ofisiel :
Gant an dimesell de La Vallière en deus bet :
- Dimesell Blois (1666-1739), dimezet gant priñs Conti ;
- Kont ar Vermandois (1667-1683).
Gant Itron Montespan en deus bet :
- Dug ar Maine (1670-1736) ;
- Dimesell an Naoned (1673-1743), dimezet
gant Dug Bourbon ;
- Dimezell Blois (1677-1749), dimezet gant Fulub Orleañs, a vo rejant ;
- Kont Toulouse (1678-1737).
E 1679, afer an ampoezonoù a roas lamm da vat da itron Montespan, mestrez ar roue kouezhet e disc’hras dija un nebeud mizioù kent.
[kemmañ] Komzoù
- «An dihabaskter da c’hounit a laka atav da vezañ koll. »
- « Diaes a-walc’h eo komz kalz hep komz re. »
[kemmañ] Notennoù ha daveoù
- ↑ C. Carretier en deus jedet war eizh rummad, orin gwad Loeiz XIV : spagnol (36 %), gall (28 %), german (11 %) hag italian (8 %), ar peurest zo slavat, saoz, savoazat ha lorenat (in F. Bluche, Louis XIV, Paris, Fayard, p 33).
- ↑ Droug ennañ o klevet kement a dud a lez o komz eus ur "burzhud", Loeiz XIII en dije rebarbet "ne oa ket ken bras ur burzhud pa gousk ur pried gant e wreg e rafe ur bugel dezhi". (Claude Dulong, Anne d'Autriche, Gallimard).
[kemmañ] Levrlennadur
- Buhezskridoù :
- Yves Marie Bercé, Louis XIV , Cavalier Bleu dastumad Idées reçues, 2005, (ISBN 2846701229) ;
- Lucien Bély, Louis XIV premier d'entre les rois, Gisserot, dastumad Histoire, 2005,(ISBN 287747772X ) ;
- François Bluche, Louis XIV , Hachette, dastumad « Pluriel », 1999 (1añ embannadur 1986) (ISBN 2012789870) ;
- Jean-Christian Petitfils, Louis XIV , Perrin, 2002, (ISBN 2235023142 )
- Gérard Sabatier, Versailles ou la figure du roi, Albin Michel, dastumad « Bibliothèque des idées », 1999 (ISBN 222610472).
- Béatrix Saule, La journée de Louis XIV, 16 Novembre 1700, Actes Sud.
- Kendastumadennoù
- Le siècle de Louis XIV gant Voltaire - 1751
- Olivier Chaline, Le régne de Louis XIV , Flammarion, 2005 (ISBN 2082105180) ;
- Pierre Goubert, Le siècle de Louis XIV , Livre de Poche, dastumad « Référence », 1998 (ISBN 2253905453) ;
- Joel Cornette, Chronique du règne de Louis XIV , SEDES, dastumad Regards sur l'Histoire, 1997 (ISBN 2718190116) ;
- Hubert Methivier, Le siècle de Louis XIV , PUF, dastumad Que sais Je, 1995 (ISBN 2253905453) ;
- André Corvisier, La France de Louis XIV Ordre intérieur et place en Europe SEDES, dastumad Regards sur l'Histoire, 1994 (ISBN 2718136766 ) ;
- François Bluche, Le temps de Louis XIV Hachette, dastumad Vie quotidienne, 1994 (ISBN 2012351050) ;
- Ragnhild Hatton, L'Époque de Louis XIV , Flammarion, 1992 (1 re édition 1969) (ASIN 2080609904) ;
- Robert Mandrou, Louis XIV en son temps, PUF, dastumad Peuples et Civilisations, 1990 (ISBN 2130358640)
- Monografiezhoù
- Faruk Bilici, Louis XIV et son projet de conquête d'Istanbul,Turk Tarih Kurumu, 2004 (ISBN 9751617014)
- Daniel Dessert, 1661, Louis XIV prend le pouvoir. Naissance d'un mythe ?, Complexe, dastumad poche, 2000 (ISBN 287027792X) ;
- Hervé Hasquin, Louis XIV face à l'Europe du Nord, Racines, dastumad Racines de l'Histoire, 1995 (ISBN 2873863900 ) ;
- Peter Burke, Louis XIV : les stratégies de la gloire, Seuil, 1998 (1 re édition 1995 (ISBN 2020206382) ;
- Pierre Goubert, Louis XIV et vingt millions de français, Hachette, dastumad « Pluriel », 1998 (1 re édition 1970) (ISBN 201278870X) ;
- Jean Meyer, 1638, La Naissance de Louis XIV , Complexe, dastumad Mémoire des siècles, 1989 (ISBN 2870273037)
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Le siècle de Louis XIV Lervlennadur eus ar c'hentañ.
- Gwezenn kerentiezh Loeiz XIV
- lignez Louis XIV
- Louis XIV, e roll e savidigezh Kanol ar C'hreisteiz.
- mortuaj marv Louis XIV