Perikles
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Perikles, e henc’hresianeg Περικλής, Periklếs (war-dro 495–Aten 429 kent J.-K.), strategour ha politikour Atenat, eus meuriad an Akamantided hag eus demos kolargos, ezel eus tiegezh an Alkmeonided, ha mab Ksantippos hag Agariste.
Ken bras e voe levezon an den-se war e brantad ma vez lesanvet alies « Kantved Perikles »
Taolenn |
[kemmañ] Buhez
Ganet e oa bet e 494 kent J.K. ha marvet e 429 kent J.K. Dimeziñ a reas d'ur vaouez a roas daou vab dezhañ : Ksantippe ha Paralos. Diwezhatoc’h en doe ur serc'h, Aspasia, ur vetegez a daolas kehel warnezhañ hag a roas ur mab all dezhañ. Dont a reas a-benn d’ober ur c’heodedour anezhañ daoust d’al lezennoù en doa lakaet mouezhiañ e-unan.
Ezel e oa eus tiegezh brudet an Alkmeonided, a-du gant Solon hag en doa stourmet a-enep an tiran Peisistratos, meur a zekvloaziad kent Perikles a oa ivez niz an adreizher Kleistenes.
E politikerezh, edo a-du ar brientin bras-se gant an demokratiezh. Anadiñ a reas en istor pa oa unan eus ar brokulatored foran a brosezas ouzh Kimon e 463. E 462-461 en em glevas gant Efialtes evit reiñ galloudoù politikel an Areiopagos da Guzul ar Pemp-Kant, ha goude drouklazh Efialtes hag ostrakism Kimon, e 461 e teuas da vezañ ar politikour a oa dezhañ ar brasañ levezon en Aten.
E 451, war e intrudu, e voe mouezhiet ne vefe roet hiviziken ar gwirioù keodedourion nemet d’ar re a oa keodedour atenat o zad, hag a oa o mamm merc’h ur c’heodedour eus Aten, d’an nebeutañ. Adalek ar mare-se ha betek e varv en doa bet ar roll pennañ e buhez politikel Aten ha dilennet e voe evel strategour 16 gwezh diouzh renk.
[kemmañ] Levrlennadur
[kemmañ] Mamennoù kentañ
- Aristofanes, An Akarnianed. Gwelet an destenn orin gant Perseus program.
- Aristoteles Bonreizh Ateniz. Gwelet an destenn orin gant Perseus program.
- Aristoteles, Politika. Gwelet an destenn orin gant Perseus program.
- Cicero, De Oratore. Gwelet an destenn orin gant Perseus program.
- Diodorus Siculus, Levraoueg, 12vet levrenn. Gwelet an destenn orin gant Perseus program.
- Herodotos, An Istorioù, VI. Gwelet an destenn orin gant Perseus program.
- Platon, Alkibiades I. Gwelet an destenn orin gant in Perseus program.
- Platon, Gorgias. Gwelet an destenn orin gant Perseus program.
- Platon, Meneksenos. Gwelet an destenn orin gant Perseus program.
- Platon, Faedros, Gwelet an destenn orin gant Perseus program
- Ploutarkos, Kimon. Gwelet an destenn orin gant Perseus program.
- Ploutarkos, Perikles. Gwelet an destenn orin gant Perseus program.
- Quintilian, Institutiones. Gwelet an destenn orin gant The Latin Library.
- Toukidides, Istor eus Brezel ar Peloponnesos, I-III. Gwelet an destenn orin gant Perseus program.
- Ksenofon (?), Bonreizh Ateniz. Gwelet an destenn orin gant Perseus program.
[kemmañ] Mammenoù all
- Pierre Brulé, Périclès, l'apogée d'Athènes, Gallimard, coll. « Découvertes », 1994.
- Claude Mossé, Périclès, l'inventeur de la démocratie, Payot coll. « Biographie », 2005.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Perikles ;
- (en) Perikles ;
- (en) Prezegenn gañv Perikles tennet eus Brezel ar Peloponnesos gant Toukidides .