See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Liger (stêr) - Wikipedia

Liger (stêr)

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Liger
Al Liger e Orleañs
Statud stêr
Hirder 1012 km
Uhelder an eienenn 1408 m
Kas keitat 850 m³/s
Gorread an diazad 117 000 km²
Bro(ioù) douret Bro-C'hall Breizh
Diazad stêrioù
 ?
En em daol e Sant-Nazer Meurvor Atlantel
Ledander er genoù  ?
Andon Menez Gerbier de Jonc
Adstêrioù  ?
stêr - hidrologiezh

Al Liger (Loire e galleg) eo stêr hirañ Bro-C'hall (ouzhpenn 1000 km hed). Goleiñ a ra e ziazad doureier 117.000 km², muioc'h eget 20% eus Frañs. Da roll ar Glad bedel e voe lakaet red kreiz traoñienn al Liger gant an UNESCO e 2002. Dont a ra tre al Liger e Breizh e Runonn (Liger-Atlantel) a-raok en em deuler er meurvor Atlantel e Sant-Nazer

Taolenn

[kemmañ] Orin an anv

Eus al latin Liger e teu anv al Liger e brezhoneg hag e galleg, met galianek eo orin ar ger. Eus ar galianeg liga "fank" e teu. Ar ger-mañ eo en-doa roet "lie" (lec'hidenn) e galleg ha lees e saozneg. Ur stumm nes kenorin eo anv al Leger, stêr Lannuon.

[kemmañ] Istor

Hervez klaskourien zo e rede al Liger war-du an norzh gwechall hag e-barzh ar Saena en em daole goude bezañ bet o tiruilh e traoñienn ar stêr Loing. Un darvoud douaroniel en defe he distroet war-du ar c'hornôg.

[kemmañ] Douaroniezh

Al Liger e Blois.
Al Liger e Blois.

E biz ar menezioù Seven ar c'hreisteiz emañ andon al Liger, e Menez Gerbier-des Joncs e uhelder 1408 m. Redek a ra war du an hanternoz a-dreuz Roanne ha Nevers betek Orleañs ha neuze war-du ar c'hornôg betek Sant-Nazer, e Breizh, m'en em daol er Meurvor Atlantel. An darn vuiañ eus e zoureier a zo re stêrioù ar riblenn gleiz o treuziñ an Tolzennad-kreiz, ur sistem menezioù bras m'eo dizintrus o douaroù ken e tiruilh buan dourioù ar glaveier ken ez eus bet liñvadegoù spontus e 1856, 1866 ha 1910. Chaoserioù uhel ha ledan, graet e douar hag hentoù bras warno, a red war he div riblenn eus Orléans betek Saumur evit diwall an draoñienn eus ar gwalleurioù-se. War ar riblenn dehou el lodenn diwezhañ ez eus adstêrioù o treuziñ Tolzennad Arvorig m'eo dizintrus-kenañ e zouaroù ivez.

Nebeut a stankelloù a zo war al Liger hag e zoureier bras a c'hell bezañ abeg da liñvadegoù c'hoazh.

[kemmañ] Un hent bras war an dour ha war zouar

Un hent bageerezh pouezus e oa al Liger gwechall met n'eo mui bageüs nemet en e c'henoù betek Naoned. Ar bigi (gabaroù, futro)a yae war al Liger a oa plaen ar strad anezho, warno ur wern vras pleg-dibleg da dremen dindan ar pontoù. Red direizh ar stêr a lakae ar bageerezh diaes hag alies e veze ret sachañ ar bigi.
Koulskoude e veze ar stêr ur moiaen aes a-walc'h evit treuziñ kreiz Bro-C'hall ha kas ha degas marc'hadourezh war-zu pe eus porzhioù ar Mor Atlantel. Dre hentoù war zouar pe war an dour e tremene gwin, ed, holen ha kement marc'hadourezh da gas en ur doare aes a-walc'h pa veze falloc'h an hentoù all. Un hent evit an alouberien e oa ivez ha setu perak e klaske duged Breizh kontrolliñ anezhañ dre gêr mogeriet Naoned o c'hêr-benn ha dre ar c'hastellioù tro-war-dro (Ankiniz, Champtoceaux, Klison).

Betek 1991 e yae eoul-listri betek Bouch-maen, e-kichen Añje, met paouezet eo an tremen-se.

[kemmañ] Adstêrioù

[kemmañ] Liammoù diabarzh

  • Stêrioù pennañ Bro-C'hall
  • Traoñienn al Liger
Commons
Dafar ouzhpenn a-fed an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki.Commons


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -