UNESCO
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Aozadur ar Broadoù unanet evit an Deskadurezh, ar Skiant hag ar sevenadur (UNESCO pe welloc'h Unesco) a zo bet krouet d'an 16 a viz kerzu 1945. Ur rann eus an ABU eo.
Termenet eo bet e balioù evel-mañ :
"[...] kemer perzh e mirout ar peoc'h er bed dre lakaat fetisoc'h kenlabour etre ar broadoù en ur blediñ gant an deskadurezh, ar skiant, ar sevenadur hag ar c'hemmenadur evit ma vo doujet evit pep hini hag e pep lec'h hep ma vo graet diforc'hioù e-keñver ar gouenn, ar rev, ar relijion d'ar justis, d'al lezenn, da wirioù an Den ha d'ar frankizoù-diazez a vez anavezet gant Karta ar Broadoù unanet evel perzhioù an holl bobloù".
Obererezh an UNESCO a vez meret o heuliañ 5 program bras : an deskadurezh, ar skiantoù rik ha naturel, ar skiantoù kevredigezhel, ar sevenadur hag an Ditour. Emañ sez an UNESCO e Pariz hag ez eus tremen 50 burev hag ensavadur ouzhpenn er bed a-bezh. 191 riez a zo bet degemeret evel izili (kontet e 2005).
Savet en deus an aozadur-mañ roll ar Glad bedel ennañ un niver bras a vonumantoù, kêrioù, savadurioù ha gweledvaoù renket e meur a rummad.
Krouet en deus e 1992 ar program Memor ar bed evit ma vo doujet d'ar glad teulel ha ma vo miret anezhañ evit mad ar remziadoù da zont ha ma vo lakaet aesoc'h da dizhout gant ar gwerin.
E 1998 en deus disklêriet an ABU e vo an dekved 2001-2010 lakaet evel "Dekved broudañ aergelc'h an difeulster hag ar peoc'h evit bugale ar bed". Fiziet eo bet an aozañ en UNESCO.