Hellen
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Hellen (Ἕλλην / Héllên e gregach) a oa roue Fthia e Tessalia, ha tad an holl Hellened, da lavarout eo tud Hellaz. Mab e oa da z-Deukalion ha da b-Pyrrha, hervez mojennoù zo, da Zeus ha Dorippe hervez re all. Dimezet e oa d'an nimfenn Orseis , ha tri mab o doe:
- Doros, tad an Dorianed
- Aiolos tad an Eolianed
- ha Ksouthos en doe daou vab
- Ac'haios a voe tad an Ac'heaned
- Ion a voe tad an Ionianed.
[kemmañ] Hellen ha gerioù deveret
Diwar anv Hellen e teu ar gerioù-mañ:
- an Hellened, ar bobl, ar gregach o yezh,
- hellenaat, reiñ doare an Hellened
- Hellaz (Ἑλλάς / Hellás), bro an Hellened
- an anv-gwan hellengar hag an anv-kadarn hellengarour (a gar an Hellened)
- an anv-gwan hellenek, a denn d'ar sevenadur hellenek, hini an dud a gomz helleneg (ger dizimplij), pe gregach, pe gresianeg, o yezh skignet ganto e-maez Hellaz)
- an anv-kadarn hellenegour, den a studi ar sevenadur hellenek? hag an hellenegouriezh, an danvez-studi
- an hellenadegezh, anv graet eus ar marevezh istorel hellenadek, ur ger ijinet da envel ur marevezh eus ar sevenadur hellenek.