Ion
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ion (Ίων / Iôn e gregach ) aoa mab da Kreüsa merc'h Erec'htheüs hag Apollon. Dilezet e oa bet gant e vamm kerkent ha ganet, ha saveteet gant ur velegez da orakl Delfi.
Xouthos, pried Kreüsa, a glevas an diougan-mañ digant an orakl: kentañ den a en em gavje gantañ eo e vab e vije. Ha Ion an hini e voe. Ma soñjas gantañ e oa eñ an hini e oa an tad, pa oa ur prof a-berzh an doue Apollon, gouez da Euripides , en e bezh-c'hoari Ion.
Tad an Ionianed eo Ion, hervez ar vojenn.