Brezel an Darfour
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Emañ Brezel an Darfour oc’h ober e reuz e tolead an Darfour, e Soudan ar c’hornôg, etre ar Janjawided (Da lâret eo : an "Diaouled war varc’h"), ur milis tutaet e meuriadoù an « Abbala Rizeigat » (Arabed saverien kañvaled), hag e-touez an dud eus ar c’hornad n’int ket Baggaraed (meuriadoù labourerien-douar dreist-holl). Gouarnamant ar Soudan, daoust ma nac’h dirak an dud e harp ar Janjaweed, en deus pourchaset arc’hant ha skoazell dezhe hag en deus kemeret perzh e tagadennoù gant ar strollad-se, o tagañ seul wezh ar strolladoù etnek Four, Zaghawa, ha Masalit en Darfour.[1] Kregiñ a reas ar brezel e Mezheven 2003. Er c’hontrol eus an eil brezel diabarzh soudanat ma’n em ganne an hanternoz Muzulmat hag ar su kristen hag enevuhezour, ez eo muzulmat ar pep brasañ eus an annezidi evel ar Janjawided. [2]
Pa washaas an emgannoù, e miz Mezheven ha miz Eost 2006, e voe aprouet a diferadenn 1706 gant Kuzul Surentez ar Broadoù Unanet d’ar 31 a viz Eost 2006.
[kemmañ] Photos
[kemmañ] Notennoù
- ↑ Patrom:Cite news
- ↑ Sellet ouzh pennadoù Wikipedia diwar-benn ar pobladoù Four ha Zaghawa hag ar pennadoù skrid en USA Today, Slate hag an New York Review of Books. Ouzhpenn ar Report of the International Commission of Inquiry on Darfur to the United Nations Secretary-General (PDF), Broadoù-Unanet, 25 January 2005, a zisklêr : " Ar meuriadoù disheñvel o deus gouzañvet tagadennoù ha lazhadegoù (ar meuriadoù Four, Massalit ha Zaghawa dreist-holl) ne furmont ket strolladoù etnek disheñvel diouzh strollad etnek an dud pe ar milisoù a dag anezhe. Komz a reont an hevelep yezh (arabeg) hag ar memes relijion. o deus : muzulmiz zo anezhe. (p. 129).