Augsburg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Augsburg zo ur gêr e Bavaria, e mervent Alamagn, war ribl ar stêr Lech.
Savet e oa bet kêr gant ar Romaned, er bloavezh -15, dindan an anv Augusta Vindelicorum, en enor d'an impalaer Augustus. An iliz-veur zo eus an Xvet kantved. Ur gêr zieub e oa en Impalaeriezh santel german.
E-touez an dud genidik eus Augsburg emañ ar skrivagner Bertolt Brecht.