See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Yezh sintezel - Wikipedia

Yezh sintezel

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Ur yezh sintezel (saoz. synthetic language) a zo ur yezh renket hervez he doare morfologiezh (Gw. Renkadur hervez ar vorfologiezh) ganti meur a vorfem e pep ger well-wazh. Ur pennad rummad morfologel eo ar sintezelezh, ennañ isrummadoù ispisial evel ar yezhoù liessintezel.

Dre vras, met n'eo ket dre ret, e klot seurt yezhoù gant an doare ma vez implijet ar morfemoù en ur yezh resis bennaket, d.s. peurliesañ e vez sintezel ur yezh daspegel.

Taolenn

[kemmañ] Yezhoù sintezel ha yezhoù dezrannel

Alies e vez keñveriet ar yezhoù sintezel gant ar yezhoù dezrannel, met ret eo goût ez eo kentoc'h un heuliad (pe continuum) o vont diouzh ar re liesssintezel pe oligosintezel diouzh un tu d'ar re dezrannel diouzh an tu all. Etre an daou benn e vefe neuze ar re sintezel.

[kemmañ] Skwerioù

Meur a yezh sintezel a zo er bed holl, ha sintezel eo ivez an darn vrasañ eus ar yezhoù komzet en Europa. Setu un nebeut skwerioù: ar yezhoù indez-europek evel an alamaneg hag ar rusianeg; tost d'an holl yezhoù altaek (en o zouez an turkeg, ar mongoleg hag ar yezhoù toungousek); ar yezhoù ouralek (en o zouez ar finneg, an estoneg hag ar hungareg); ar japaneg, ar c'horeaneg; meur a yezh genidik eus Amerika evel an navac'hoeg, an nahuatl hag ar yezhoù irokwoyek (en o zouez armohawkeg hag ar c'hetchwaeg ("runasimi").

[kemmañ] Doareoù an sintezelezh

Meur a doare zo da lakaat e pleustr ar sintezelezh en ur yezh :

[kemmañ] Kevrennadur sintezel

Savet e vez gerioù kevrennek hir a-walc'h war diazez morfemoù a bep seurt, da skwer verboù, anvioù-kadarn, kengerioù, hag all:

alamaneg: Luftkissenfahrzeug "aer-torchenn-beaj-mekanik" = "bag risklañ dre aer" (galleg: aeroglisseur)
japaneg: teishaeki "a-sav-karr-porzh" = "lec'h ma chom a-sav an treñ" ("arsavva")
finneg: pikakaurahiutaleannos "buan-kerc'h-malzenn-pladad" = "ur pladad yod-kerc'h graet buan-ha-buan"

[kemmañ] Liammadur sintezel

(dieplegadur). Amañ e vez ouzhpennet morfemoù stag (ul kenger) ouzh ur wrizienn (d.s. ober > gwrizienn (g)ra) evit merkañ perzhioù yezhoniel ur ger:

nahuatl: ocaltizquiya "endeo-(he)-en-kibellañ-rafe" = "gwalc'het e vefe bet ganti"
finneg: juokse·ntel·isi·n·ko·han "redet-da bep tu-rafe-me-goulenn-dibal" = "En em c'houlenn a ran hag-eñ e tlefen mont da redek un tammig e pep lec'h hep pal resis ebet"

[kemmañ] Derezioù sintezelezh

Setu un nebeut skwerioù reis evit diskwel mont-en-dro an heuliad o vont d'ar yezhoù dezrannelañ diouzh un tu d'ar re sintezelañ d'an tu all:

[kemmañ] Dezrannel rik

tahiteg: Ua marere te manu na te ara = "Un evn a nijas pell ac'han". Kazi pep ger a zo anezhañ ur morfem distag.

[kemmañ] Damdezrannel

saozneg: "He travelled by sailboat" ("Beajiñ a reas gant ar marc'h-du). Dre vras ez eo ar saozneg ur yezh techet war du an dezrannelezh met a-wechoù e sach ivez war-du an sintezelezh. Amañ, da skwer, ez eus daou vorfem er gerioù travelled ("beajet") travel (gwrizienn verb) +ed (lost-ger) ha steamtrain (sail "lien" ha boat "boat").

[kemmañ] Damsintezel

japaneg: Watashitachi ni totte, kono naku kodomo no shashin wa miseraregatai mono desu = "Evidimp ez eo diaezet diskwel ar poltridi-mañ enne bugale o leñval." Kazi pep ger a zo ennañ ouzhpenn ur morfem hag en darn vrasañ anezhe ez eus kement ha 5 morfem.

[kemmañ] Sintezel-tre

finneg: Käyttäytyessään tottelemattomasti oppilas saa jälki-istuntoa = "Ma ne vez ket fur e vo kastizet ar studier." Kazi pep ger a zo ennañ meur a vorfem hag ur ger a zo liessintezel.

[kemmañ] Liessintezel

mohawkeg: Washakotya'tawitsherahetkvhta'se = "Kaset en devoe da ras he sae". Ger-ha-ger: "Gantañ e voe lakaet divalav eviti ar pezh e vez lakaet war ar c'horf"). Gant ur ger hepmuiken ez eo gouest ar yezh-mañ da lâret ar pezh a rankfe ur yezh nann-sintezel ober gant ur frazenn a-bezh.

[kemmañ] Oligosintezel

Un isrummad yezhoù sintezel ispisial e vefe ar re oligosintezel enne nebeut-tre a vorfemoù en holl. Un deorienn an hini eo nemetken, ha n'eus bet kavet betek henn yezh ebet a c'hellfe bezañ renket evel ur yezh oligosintezel.


[kemmañ] Gwelet ivez:

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -