Ya !
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Evit sterioù all Ya, sell ouzh Ya (digejañ)
Ar gazetenn vrezhonek sizhuniek nemeti eo Ya ! a zo bet krouet e miz Mae 2005 gant an ti-embann brezhonek Keit Vimp Bev staliet e Laz (Bro-Gerne - Penn-ar-Bed). Rener an embann eo Yann-Fañch Jacq, hemañ rener an ti-embann ivez. Bezañ deuet da dapout muioc'h eget 1 000 koumanater a zo un disoc'h mat.
War an daouzek pajenn e kaver pennad a bep seurt : politikerezh, mortuajoù, diorren ar brezhoneg, diduamant, skiantoù, kronikennoù, sportoù, deiziataer (gouelioù, programmoù skinwel, darvoudoù sevenadurel). War ar bajenn diwezhañ e vez kavet an talbenn "Un emgav gant...", a zispak ur pennad-kaoz gant un den un tammig anavezet, ur brezhoneger eus outañ.
Renevezet eo bet ar vaketenn e-barzh ermaeziadenn n° 150 e miz Ebrel 2008.
[kemmañ] Skipailh
- Kazetennerien : Gwenael Dage, Joan Bizien
- Maketenn: Jean-Baptiste Lelièvre
- Rener an embann : Yann-Fañch Jacq
[kemmañ] Ditouroù teknikel
- Niver ar goumananterien (Meurzh 2007) : 1 150
- Priz ar c'houmanant (Meurzh 2007) : 5 euro/miz pe chekenn 70 euro/bloaz
- Ti-moullañ : El Punt, Santa Eugènia. 17005 Girona. Katalonia. Bro-Spagn
[kemmañ] Chomlec'h
Ya ! Keit vimp bev F29520 Laz . Pellgomz : 02 98 26 87 12. Postel : gwenael.kvb@wanadoo.fr