William DuVall
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
William DuVall, ganet d’ar 6 a viz Gwengolo 1967 e Atlanta (Georgia) a zo kaner, gitarour ha sonaozour er strollad Comes With The Fall hag er mare-se emañ o troiata gant ar strollad Alice in Chains.
Krog a reas ar sonerezh e penn-kentañ ar mare punk e Atlanta er bloavezhioù 1980, ha da gentañ gant ur strollad añvet Awareness Void of Chaos.
E 1983 e sikouras DuVall ar strollad punk Neon Christ o seniñ gitar hag o skrivañ pozioù war o fladennoù. Gant daou troiadig ha div bladenn e krogas ar strollad, hentet war ar politikerezh, d’ober un tammig berzh. Implij a reas ar strollad e vrud da harpañ arbennoù aluzennus liesseurt, evel da skouer dieubidigezh Fela Anikulapo Kuti. En em rann a reas ar strollad e 1986, hag en em adsevel a rejont evit un abadenn nemetken gant an izili a orin d’ar 24 a viz Kerzu 2004. Er mare-se emañ an izili o treiñ ur film-diell war o c’hlevet. E fin ar bloavezhioù 80 e embarzhas DuVall ar strollad "No Walls", levezonet gant Jimi Hendrix. Enroll a rejont ur bladenn.
E fin ar bloavezhioù 1980 e tistro ivez er skol-veur e-lec’h e tap un diplom e prederouriezh.
E 1994 e skoazellas e c’hamalad Dionne Farris da skrivañ ar ganaouenn "I Know"; ar ganaouenn-mañ a gaso Farris da c’hounez un anvidigezh evit ar Grammy hag un ASCAP award.
E fin ar bloavezhioù 1990 e savas DuVall ar strollad Madfly. Eno e voe gitarour, kaner ha sonaozour. Kas a rejont a-benn daou bladenn, "Get the Silver" ha "White Hot In The Black", enrollet war label Duvall, DVL Recordings, hag amledet er vro gant Mercury Records/PolyGram. Madfly a reas ur berzh kenwerzhel, met divizout a rejont izili ar strollad ne oa ket ar pezh gwellañ evit ar strollad, ha disrann a rejont da sevel Comes With The Fall, gant un izgitarour nevez, Adam Stanger. Diwezhatoc’h e tilojas an izili eus Atlanta da Los Angeles a-benn tapout arvesterien nevez.
Gitarour solo eo bet Du Vall evit Michael Tolcher pa troiatas-eñ er Stadoù-Unanet nebeut ‘zo.
Dont a reas DuVall da vignonañ gant ar gitarour Jerry Cantrell e 2000. Seniñ a reas gantañ e troiadoù hag e abadennoù liesseurt, e-lec’h en em adkave gant strollad Cantrell, Alice in Chains. Eno ez eo e kemeras DuVall plas ar c’haner Layne Staley, marvet gant ur rezoenad a heroin hag a c’hokain e miz Ebrel 2002. Abaoe emañ bepred o troiata ganto.