Truganini
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Truganini (tro 1812 – 8 Mae 1876) a zo gwelet evel an aborigen Tasmania diwezhañ. Meur a stumm zo gant he anv : Truganini, Trugernanna, Trugannini, Trucanini, Trucaninny ha Lalla Rooke.
Ganet e oa en Enez Bruny, e su Hobart, kêrbenn a-vremañ Tasmania. Gant trevadenniñ Tasmania gant an European e steuzie he fobl, hag hi a chomas an hini ziwezhañ bev. E 1830, an holl Aborigen bev c'hoazh eus Tasmania a-bezh (tro kant den) a oa kaset d'an Inizi Flinders evit bezañ gwarezet diouzh an drevidigien, met kalz a varvas gant ar grip ha kleñvedoù all. E-benn ar fin e oa Truganini an hini ziwezhañ bev e-touez ar stroll.
Breud zo evit gouzout piv a oa komzer diwezhañ ur yezh aborigen tasmaniat etre Truganini ha Fanny Cochrane Smith.