Troazhadouriezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Rann eus ar vezekniezh (pe mezegiezh) a bled gant organoù an troazhañ (lounezhi, c'hwezhigell) hag ivez gant an andrologiezh (organoù engehentiñ ar baotred : raksavenn, divgell ha kalc'h). Ur gelaouenn vezegel c'hall a bled gant an droazhadouriezh, Progrès en Urologie hec'h anv. Mod all, ar vezeion a lenn ingal ar gelaouenn europat European Urology, ar gelaouenn vreizhveurat British Journal of Urology, pe an hini amerikan Journal of Urology.