Treduder
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kumunioù Breizh | |
---|---|
Treduder | |
{{{skoed}}} | |
Departamant | Aodoù-an-Arvor |
Bro hengounel | Bro-Dreger |
Arondisamant | Arondisamant Lannuon |
Etrekumuniezh | Tolpad-kêrioù Lannuon Treger |
Bro 'Voynet' | Bro Treger ha Goueloù |
Pastell-vro votiñ | {{{Pastell-vro}}} |
Kanton | Kanton Plistin |
Kod INSEE | 22350 |
Kod post | 22310 |
Maer Amzer gefridi |
Jean-Claude Paris 2008-2014 |
Gorread | 480 ha = 4,80 km² |
Hed | 48.39° |
Led | -3.33° |
Uhelder | keitat : 70 bihanañ : 0 m brasañ : 108 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 163 (1999) |
Stankter | war-dro 33 |
{{{kartenn}}} |
Treduder zo ur gumun eus departamant Aodoù-an-Arvor.
Taolenn |
[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk
Iliz Sant Théodore.
[kemmañ] Douaroniezh
Bevennoù Treduder: - ar stêr Roskoat er reter oc'h ober an disparti gant Plouzelambr. - Lanvealeg er c'hreisteiz. - Ar stêr Dour-Elego pe Rinier Rozambo oc'h ober an disparti gant Plufur, ha war-du an Norzh gant Plistin pa 'c'h a da 'n em veskan gant ar stêr-Yar.
[kemmañ] Istor
Gouestlet eo Treduder da St Tuder a zo, hervez ar vojenn, deuet e Breizh gant St Eflamm, patron Plistin, ha sent all o deus lezet o anv er c'horn-vro tro-war-dro: Kirio, Nerin, Haran, Kemo, Kivir. Daoust d'ul lodenn deus traezhenneg St Mikael bezan war gumun Treduder eo al labour-douar en deus lakaet ar bourk da vevan, gwezhall gozh gant al lin ha betek kreiz an XXvet kantvet gant an avaloù. Brudet-tre e oa sistr Treduder. Hirie an deiz eo aet diwar-wel buhez ekonomikel ar bourk, met a-bep seurt arzourien a zo deuet d'en em stalian ennan. Gallout a reer menegin anv ar Charlezenn, ur plac'h drouk a oa staliet gant he bandennad laeron er c'hoadoù a-hed an traezhenneg, er XVIvet kantvet.