See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Toullgorferezh - Wikipedia

Toullgorferezh

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Lagadenn gant boullig serret dre waskañ
Lagadenn gant boullig serret dre waskañ

An toullgorferezh pe piercing (diwar ar saozneg: body piercing) a zo un doare da ginklañ ar c'horf dre toullañ ar c'hroc'hen a-benn staliañ ennañ bravigoù a bep seurt.

E lec'hioù zo e vez toullet gant an dud o c'horf evit abegoù relijiel met e Kornôg Europa ma'c'h eo deuet da vezañ ar c'hiz abaoe ar bloavezhioù 1990 e vez gwelet aliesoc'h-aliesañ tud a bep seurt toullet o fri, o diskouarn, o abrant hag o zeod, ken paotred ha merc'hed. Graet e vez peurliesañ evit bravaat ar c'horf dreist-holl.

A-gozh eo bet toullet o c'horf gant an dud e meur a vro hag e meur a sevenadur dre ar bed a-bezh, eus Henegipt betek India ma c'heller gwelet alies-tre maouezed toullet o fri.

Gant an Azteked ivez e veze toullet teod an dud en ul lid relijiel hag en Europa e vez toullet divskouarn ar merc'hed hag ivez muioc'h-mui ar baotred a-gozh.

Taolenn

[kemmañ] Teknikoù

Meur a deknik ez eus evit toullañ o c'horf, en o zouez implijout ur gontell lemm pe ur skalpel pe c'hoazh un ardivink ispisial, anvet pistolenn a-wechoù, bet ijinet a-ratozh-kaer evit toullañ ar skouarn. Risklus eo implijout seurt ardivinkoù avat evit ober toulloù e lec'hioù all eus ar c'horf, rak diaezet int da naetaat da vat.

Peurliesañ e vez toullet ar c'horf en Europa gant nadozioù toull ha war-lerc'h e vez lakaet ar bravig da dremen dre an toull bet dalc'het digor gant un tamm plastik toull anvet kannula.

[kemmañ] Yac'haat

Hir pe hiroc'h e c'hell bezañ ar prantad a rank ar c'horf evit yac'haat da vat hervez al lec'h bet toullet. Ouzhpenn-se ranker diwall da derc'hel naet-tre atav al lec'h, rak un c'hloazadenn an hini eo e gwirionez.

Toullañ an teod gant un nadoz doull
Toullañ an teod gant un nadoz doull

Amzerioù yac'haat:

  • Flip ar skouarn: 2 viz
  • Begel: 12 miz
  • Fronell: 6 miz
  • Gweuz: 2 viz
  • Abrant: 2-4 miz
  • Teod: 3-6 sizhun
  • Penn-bronn: 10-12 miz

Ur wech pareet da vat e c'hell an den kemmañ ar bravig pe lemel anezhañ evit prantadoù berr mar bez ezhomm.

[kemmañ] Riskloù

Evel n'eus forzh peseurt teknik ma vez torret ar c'hroc'hen e sav riskloù a bep seurt, evel, da skwer, kleñvedoù red. Bremañ avat ec'h eo izel-tre seurt riskloù pa vez toullet ar c'horf gant tud a vicher ha pa diwaller da derc'hel ar c'hloazadenn naet-tre.

Posupl eo ivez e zeufe un allergiezh diwar ar metaloù implijet evit ar bravigoù, dreist-holl an nikel, met bremañ ez eus meur a danvez a c'heller implijout en o lec'h.

Ret eo diwall ivez rak skeiñ warne evit mirout eus an traoma hag a c'hell sevel gwall aezet diwarne pa vezont fresk dreist-holl.

[kemmañ] Roll toulladurioù boutin

[kemmañ] War an dremm hag er genoù

  • Etre an daoulagad
  • Jod
  • Skouarn
  • Abrant
  • Gweuz
  • Fri ha fronelloù
  • Teod
  • Dindan an teod (frenom an teod)
  • Staon

[kemmañ] Er c'horf

  • Kroc'henn ar c'horzailhenn a-raok (piercing madison)
  • Begel
  • Penn-bronn
  • Kilpenn (toulladur war c'horre)

[kemmañ] Toulladur organoù genel ar baotred

  • A-dreuz ar vezenn (ampallang)
  • A-dreuz ar vezenn o tremen dre ar san droazh (apadravya)
  • E kroc'hen ar gousac'h (hafada)
  • Er veskenn
  • A-dreuz korf ar c'halc'h
  • Daou piercing priñs albert stag an eil ouzh egile (beg-hir)
  • Tro-dro d'ar vezenn (dydoe)
  • A-dreuz ar frenom
  • Meur a doulladur lakaet an eil war-lerc'h egile er frenom (skalier)
  • Etre ar fraezh hag ar gousac'h pe ar gouhin (guiche)
  • A-dreuz ar frenom hag ivez tre war ar c'halc'h (lorum)
  • A-dreuz ar san droazh dre un toull er frenom (priñs albert)
  • E kroc'hen an askorn kaezour
  • A-dreuz ar gousac'h

[kemmañ] Toulladur organoù genel ar merc'hed

  • E kroc'hen an askorn kaezour a-is da diweuz ar c'hourzh (kristina)
  • En ellig
  • E mezenn an ellig
  • En diweuz (fourchette)
  • Don e korf ar ellig (isabella piercing)
  • E mezenn an ellig + kristina (nefertiti)
  • Dre un toull er san droazh betek ar gouhin (priñsez albertina)

[kemmañ] Gwelet ivez

[kemmañ] Liammoù diavaez


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -