Timbroù an Oubangi-Chari
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Un drevadenn c’hall e oa ar vro anvet « Oubangi-Chari » ha lec’hiet e kreiz rann hanternoz Afrika. Teuzet e oa bet an tiriad-se gant hini an Tchad, a-raok na vefe embannet an dizalc’hidigezh d’an 13 a viz Eost 1960 dindan anv a Republik Kreizafrikan (« Republique Centrafricaine »).
Betek 1915 ez eus implijet timbroù Kongo Frañs. Ar bloaz-se avat e vez lakaet er-maez timbroù ar C’hongo soulgarget gant an alc’hwez « OUBANGUI-CHARI-TCHAD ».
E 1922, n’eus mui anv eus an Tchad war an timbroù soulgarget. Emdreiñ a ra polititikerezh ar postoù e 1924 war-zu an unvaniñ gant tiriadoù amezek an impalaeriezh : soulgarget e vez an timbroù AFRIQUE EQUATORIALE FRANÇAISE (« Afrika c’hall ar C’heheder ») hiviziken, re ar rummad « Loupard » da skouer.
An timbroù-taos embannet e 1930 a vo a re nemeto moulet anv an Oubangi-Chari warno : kinnig a reont dizoloeiñ kêr Mobaye ha poltred ar Gouarnour Emile Gentil.
Etre 1936 ha 1959 e reer gant timbroù Afrika c’hall ar C’heheder ha gant re Republik Kreizafrikan bremañ.
- Gwelout Timbroù Republik Kreizafrikan
- Gwelout Timbroù Kongo Frañs