Timbroù Tiriad an Alawited
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur rannvro eus Siria eo Tiriad an Alawited, bevennet gant Hatay (e su Turkia) ha Liban.
Melestradurezh gall ar postoù he doa digoret ur burev eno e 1852. E dibenn ar Brezel Bed kentañ eo dismantret an impalaeriezh otoman hag eo fiziet an tiriad d’ar Frañs gant Kevredigezh ar Broadoù, evel peurrest Siria.
E 1925 e teu er-maez timbroù gall soulgarget gant an anv ALAOUITES e galleg hag en arabeg, gant prizioù e piastr. Nebeut warlerc’h e vez implijet timbroù Siria 1925 gant an hevelep soulgarg divyezhek. 17 timbr zo embannet evit ar potst-dre nij, soulgarget gant tresadenn ur c’harr-nij.
Dont a ra Tiriad an Alawited da vezañ ur republik emren e 1930 dindan anv Latakia, porzh brasañ ar rannvro. Timbroù sirian soulgarget LATTAQUIE e lizherennoù latin hag en arabeg zo moullet adalek miz Gouere 1931.
D’an 28 a viz C’hwevrer 1937 eo staget an tiriad ouzh Siria ha timbroù ar Stad-se a vez implijet bremañ hep an disterrañ meneg ispisial.
[kemmañ] Liammoù
- Timbroù Enez Rouad
- Timbroù Siria
- Timbroù an Impalaeriezh otoman – Burevioù gall