Timbroù Tahiti
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Unan eus inizi ar Polinezia gall, er Meurvor Habask, eo Tahiti.
D’ar 25 a viz Here 1862 e krog implij an timbroù e Tahiti, dre ober gant re an « Trevadennoù gall » embannet fin an XIXvet kantved.
E 1882 e rank ar postoù soulgargañ timbroù gant ur priz 25 c hag ar meneg « TAHITI » mui barlennoù du a-zerc’h, evit taliñ ouzh un diouer a dimbroù a briz izel. Kement-se a c’hoarvezo e 1884 gant an timbroù 5c ha 10c.
E 1892 e vez lakaet e gwerzh timbroù Tiriadoù gall Okeania ar rummad Navigation & Commerce, ha bloaz warlerc’h e vezont soulgarget pe gant an anv TAHITI moulet a-skizh, pe gant « 1893 / TAHITI » a-blaen.
Timbroù Tiriadoù gall Okeania a vez graet gante ingal da c’houde, nemet e 1903, dre ziouer a dimbroù c’hoazh, ez eus soulgarget "TAHITI / 10 / CENTIMES" pe « … centimes » un nebeut re anezho.
- Gwelout Timbroù Tiriadoù gall Okeania