Timbroù Sina - Burevioù gall
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar burevioù-post gall zo bet digor e Sina adalek abaoe bloavezhioù diwezhañ an XIXvet kantved ha dibenn ar Brezel-bed kentañ. E kerioù all an impalaeriezh e oa bet savet burevioù dindan aotrouniezh Alamagn, ar Rouantelezh-Unanet, Rusia, Italia evit aesaat an darempredoù kenwerzhel etre Sina hag ar Stadoù-se.
An diforc’h a ranker ober etre :
- - an 9 burev-post diazezet e hanternoz Sina adalek fin an XIXvet kantved : Shanghai, Tien-Tsin, Hankeou, Tche-Fou, Bejing, Amoy, Arsenal-Pagoda, Fou-Tcheou ha Ning-Po. Meret int gant melestradurezh Bro-C’hall war-eeun.
- - ar 7 burev-post diazezet e kêrioù Su Sina digor d’ar c’henwerzh etrebroadel ha dindan aotrouniezh Indez-Sina : Canton (1901-1919) Hoï-Hao (1901-1919) Kouang-Tcheou (1906-1941) Mongtzeu (1903-1919) Pakhoï (1903-1919) Tch’ong-K’ing (1903-1919) Yunnan-Fou (1903-1919)
Er burevioù ar strollad kentañ e vez lakaet e gwerzh etre 1894 ha 1922 timbroù gall (doareoù “Blanc”, “Mouchon” pe “Merson”) gant an alc’hwez CHINE, pe timbroù Indez-Sina soulgarget e sinaeg hag e galleg (“CHINE”) gant un dalvoudegezh e moneiz Sina.
Timbroù Indez-Sina, soulgarget gant anv pep a vurev-post an eil strollad, zo embannet evit burevioù ar Su, e lizherennoù latin ha sinaek.
- Burev Kouang-Tcheou : soulgarget eo bet timbroù 1903-1904 gant an anv Kouang Tchéou-Wan
- Burev Mongtzeu : soulgarget eo bet timbroù 1903-1906 gant an anv MONGTZE, Mong-Tseu diwezhatoc’h ha MONGTSEU e 1908.
- Burev Pakoï : soulgarget eo bet timbroù 1903-1904 gant an anv PACKHOI, PAK-HOI diwezhatoc’h ha PAKHOI e 1908.
- Burev Yunnan-Fou : soulgarget eo bet timbroù 1903-1904 gant an anv YUNNANSEN, Yunnan-Fou pe YUNNANFOU.
Ar burevioù-post gall a vo serret d’an 31 a viz Kerzu 1922, nemet hini Kouang-Tcheou a yelo en-dro betek 1943.