Timbroù Saksonia
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur rouantelezh emren e oa Saksonia ("Sachsen" en alamaneg), bro eus reter Alamagn, skoachet etre Bohemia, Silezia ha Brandenbourg, a-raok na teufe da vezañ tiriad an Impalaeriezh alaman adalek 1871.
Un ugent timbr bennak zo bet embannet gant postoù Saksonia etre 1850 ha 1863-1867.
Peurheñvel eo an timbr kentañ (3 pfennig ruz) ouzh re vBavaria ar c’houlzad, da lavaret eo ur sifrenn e-kreiz ur c’harrez. Buan awalc’h avat e troioù ar patrom war ur patrom « saoz » dre skeudenniñ penn ar Roue. Ur rummad gant poltred Friedrich-August II zo embannet e 1851, unan gant penn Johann Iañ adalek 1855, an daou e du war un tamm paper e liv hervez priz an timbr. E 1863 e vez lakaet e gwerzh ur rummad diwezhañ gant skoed-ardamez ar vro.
Emezelañ a ra Skasonia da gKengevread Norzh Germania d’ar 1añ a viz Genver 1868 ha degemeret eo en Impalaeriezh alaman d’an 18 a viz Genver 1871.
Warlerc’h diskar ar renad nazi e miz Mae 1945 ez eo ac’hubet Alamagn gant armeoù ar Rouantelezh-Unanet, an Unaniezh Soviedel, Stadoù-Unanet Amerika ha Frañs, pep hini anezho oc’h ober war dro un tiriad bevennet gant ur c’henemglev. Gant melestradurezh an Arme Ruz e vez lakaet er-maez timbroù evit Saksonia, betek ma tiwano Republik Demokratel Alamagn.
- Gwelout Timbroù Bavaria
- Gwelout Timbroù Kengevread Norzh Germania