Timbroù Epira
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur vro rannet e daou war var vord ar Mor Ionan eo an Epira : emañ Hanternoz ar vro e Su Albania, poblet gant ur vinorelezh a c’hresianed, hag ar peurrest eus Epira a zo anezhi ur rannvro a C’hresia hiriv.
Betek an 13 a viz C’hwevrer 1913 eo ar vro ur rann eus an impalaerezh turkek.
Etre 1912 ha 1916 eo bet renet Epira an Hanternoz gant ur gouarnamant gresian disuj ha dibadus, savet a-enep diviz ar gouarnamant ofisiel da reiñ ar vro d’ar Stad nevez an Albania. Hennezh eo a savas ur velestradurezh postel emren hag a lakaas moullañ timbroù Epira, etre 1914 ha 1916.
Un heuliadenn pevar timbr (1, 5, 10, and 25 lepta) zo bet embannet e miz C’hwevrer 1914 e Chimarra. Skeudennaouet int gant penn-doubl un erer warnañ ur penn-marv hag eskern e kroaz. Istitlet eo "ΕΛΛ. ΑΥΤΟΝ. ΗΠΕΙΡΟΣ / ΕΛΕΥΘΕΡΙΑ Η ΘΑΝΑΤΟΣ / ΑΜΥΝΕΣΘΑΙ ΠΕΡΙ ΠΑΤΡΗΣ" (Epira c’hresian emren – Ar frankiz pe ar marv – Difenn hor bro"). Al lizhiri "ΣΠ" zo skrivet war an tu-gin, e kreiz ur c’helc’hig glas. Kement-se zo berradur Spiromilios, penn-rener kêr Chimarra. Savet int bet gant an dorn war ar prim avat, n’eo ket mat-mat o ferzh neuze. Rouez ha priziet int avat, zoken pa lavar ispisialourien zo n’int ket timbroù gwir da vat.
Ur rummad a eizh timbr zo deuet er-maez e e miz Meurzh 1914, gwerzhet etre 1 lepton ha 5 drakma an tamm. Warno an hevelep skeudenn : un den o bukañ un dra bennak gant ur fuzuilh dirak tud all o sellout outañ. « ΗΠΕΙΡΟΣ » a lenner war daou dimbr ha « ΑΥΤΟΝΟΜΟΣ / ΗΠΕΙΡΟΣ” war ar re all.
E miz Eost un eil rummad timbroù o broudañ dibarded ar vro : diskouez a reont holl banniel daou-liv Epira emren.
Kavet e vez an timbroù-se gant ar meneg "ΚΟΡΥΤΣΑ" (kêr Koritza).
Gant Bro-Hellaz zo bet moullet timbroù soulgarget pa aloubas an arme Epira an Hanternoz e 1914. N’eur ket sur avat int bet implijet evit ar postañ lizhiri, met ar brud nemetken.