Timbroù Baden
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur vro e mervent Alamagn eo Baden. Abaoe 1952 emañ staget ouzh ar Württemberg evit sevel Stad (“Land”) ar “Baden-Württemberg”.
E 1851 eo krog Dugelezh-Meur Baden da embann timbroù, par da re vBavaria, da lavaret eo e stumm ur c’harrez, ur sifrenn en e greiz. Embannet eo war baper a liv, hervez priz an tamm : liv gell (1 kreuzer), melen (3 kreuzer), glas-melen (6 kreuzer) ha damruz (9 kreuzer). Adalek 1861 e teu er-maez tri rummad o skeudenniñ ardamez ar Stad.
25 timbr zo bet moulet gant postoù Dugelezh-Meur Baden, a-raok na vefe staget ar vro ouzh an Impalaeriezh Alaman d’ar 1añ a viz Genver 1872. An holl dimbroù-se zo rouez awalc’h ha prizius an darn-vrasañ anezho bremañ.
[kemmañ] Aloubadeg an arme c'hall
Warlerc’h diskar ar renad nazi e miz Mae 1945 eo ac’hubet Alamagn gant armeoù ar Rouantelezh-Unanet, an Unaniezh Soviedel, ar Stadoù-Unanet Amerika ha Frañs, pep hini anezho oc’h ober war-dro un tiriad bevennet gant ur c’henemglev. Baden zo unan eus ar rannvroioù alaman aloubet ha meret gant melestradurezh an arme c'hall, e-kichen ar Roenland-Pfalz hag ar Sarre (tiriad an hanternoz) hag ar Württemberg (tiriad su).
Etre miz Kerzu 1947 ha 1948 e vo implijet timbroù gall moulet evit Alamagn gant an alc'hwez "ZONE FRANÇAISE" ha "BRIEFPOST".
Gant Bro-C'hall e vo lakaet er-maez e-pad daou vloaz (1947-1949) 57 timbr evit bezañ implijet er vro. An darn vrasañ a ziskouez gweledvaoù, savadurioù meur ar rannvro (iliz-veur Fribourg) ha tudennoù an istor (Peter Hebel, Conradin Kreutzer, Goethe … ). An timbroù-se zo bet aotreet an implij anezho er Republik Kevreadel Alamagn betek an 31 a viz Meurzh 1950.