Ti
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ur savadur graet evit bezañ annezet gant tud eo an ti (tiez el liester, tier ivez e brezhoneg Gwened ha Treger). Dre vras e vez graet an tier e materioù (danvezioù) fetis evel prenn, brikennoù, mein, pri pe vetaloù evit ober ar framm.
Pa vez graet un annez gant danvezioù skañvoc'h (brankoù, pileroù prenn) e vez kaoz eus ul loj.
Un ti a zo dezhañ ur gorread na re vihan na re vras evit pourchas lojeiz d'ur familh, pe d'un nebeud familhoù.
Pa vez meur a familh o chom e vez kaoz eus ur mellad-ti pe ur c'hendi. Pa vez bihan an ti e vez kaoz eus ur pennti.
En ur ster ledanaet eo ivez an ti bep a savadur bras ha bihan hag e vez graet ennañ un obererezh bennak resisaet el lavarenn, ti-skol da skouer, ha peurvuiañ n'eus ket a lojeiz e-barzh (sell ouzh roll ar gerioù gant resisaat + ti ha gant ti + resisaat a-is).
Taolenn |
[kemmañ] Istor savouriezh an tiez
[kemmañ] Gerioù savet diwar ti
[kemmañ] Gerioù deveret
- tiad
- ha diwarnañ tiadur (nebeut implijet)
- tieg, ha diwarnañ
- tiekaat, tiekaer
- tiegezh, ha diwarnañ tiegezhel, tiegezhiad, tiegezhour
- tisavour, ha tisavouriezh
[kemmañ] Gerioù gant ger-resisaat + ti
- abati
- archerdi
- arc'hanti
- azeuldi, pe ti-azeul,
- beskonti
- eskopti, hag arc'heskopti
- fouzhti, heñvel-vi ouzh fouzhlec'h
- kanndi
- kannati
- karrdi
- kendi
- klañvdi
- komiserdi
- kouldri (klomdi e gwenedeg)
- lazhdi (distaget 'lazhti')
- leandi, pe kouent
- leti
- leurzi
- maerdi (anv-familh ha lec'hanv Le Merdy e galleg pe Maeri e gwenedeg ha tregerieg)
- manati, kenster da minic'hi
- mellad-ti
- peniti
- pennti
- prefeti, isprefeti
- preti
- rektordi
[kemmañ] Gerioù gant ti + resisaat
- ti-annez
- ti-arnodiñ
- ti-azeul, pe azeuldi
- ti-bank
- ti-barn
- tibidiñ
- ti-brout
- ti-bugale
- ti-butun
- ti-c'hoari
- ti-dastum
- ti-debriñ
- ti-diskenn, un anv all d'un ti-hent-houarn,
- ti-embann
- ti-emzivaded
- ti-evañ
- ti-feurm
- ti-glas
- ti-gward
- ti-gwer
- ti-hent-houarn, a zo ivez porzh-houarn
- ti-kastiz
- ti-kêr
- ti-koad
- ti-korn, un ti en ur c'horn (korn-tro a-wechoù)
- ti-laezh
- ti-moulañ pe ti-moulerezh
- ti-pediñ
- ti-plouz
- ti-polis
- ti-post
- ti-poupigoù
- ti-prenn
- ti-pri
- ti-ruz
- ti-skol
- ti-soul
- ti-yec'hed
[kemmañ] Troiennoù all
- Ur rederez an tier, a zo hervez Jules Gros (TBP 2, p. 437) ur plac'h a ya da embann ar c'heloù da di an dud, un teod fall, eus ar re washañ.