Tcheremiseg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur yezh finnek-ougrek eo an tcheremiseg pe marieg (tšeremissi) komzet gant ouzhpenn 500.000 a dud e Republik Mari El e Kevredad Rusia e-lec'h m'emañ unan eus div yezh ofisiel gant ar rusianeg, hag ivez e Tatarstan, Oudmurtia ha Perm.
Isrannet e vez an tcheremiseg evel-hen:
- * Marieg ar peurvan(мары йӹлмӹ vuorimari), komzet gant an darn vrasañ eus an dud
- * Marieg ar menez (марий йылме niittymari)
Levezonet eo bet an tcheremiseg gant ar rusianeg hag an tatareg, dreist-holl Marieg ar peurvan.
Skrivet e vez gant al lizherenneg kirillek.