See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Talbenn ar bobl - Wikipedia

Talbenn ar bobl

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Talbenn ar Bobl zo ur gouarnamant gant strolladoù an tu-kleiz kevredet, an SFIO, ar PCF, hag ar Strollad radikal-sokialour, a c'houarnas Bro-C'hall etre 1936 ha 1938.

Taolenn

[kemmañ] Trec'h an Tu-kleiz

Goude votadegoù miz Ebrel ha miz Mae 1936 e teuas an trec'h gant Talbenn ar bobl (F.P.). Dont a reas neuze an S.F.I.O. da vezañ an hini kentañ eus strolladoù politikel Bro-C'hall. Koll a reas ar Radikaled kalz ul lodenn eus o dilennerien tra ma c'houneze ar gomunourien kalz mouezhioù. D'ar 6 a viz Mezheven e lakaas Leon Blum war droad ur gouarnamant a gemeras perzh ennañ ar sokialourien hag ar Radikaled. A-du e voe ar Gomunourien evit harpañ ar gouarnamant nevez met nac'h a rejont e vije dibabet maodierned en o zouez.


[kemmañ] Emglevioù Matignon

Kerkent hag embannet trec'h Talbenn ar bobl e savas, eus o fennoù o-unan, dre-holl er vro, ur bern micherourien evit dilezel o labour. War-dro daou vilion a harzerien-labour a zalc'has o labouradegoù dindan o beli. Alies a-walc'h e veze graet en un aergelc'h laouen. Echuiñ a reas an emzivizoù renet gant Leon Blum etre ar batromelezh hag ar sindikadoù gant emglevioù Matignon sinet e-kreiz an noz etre ar 7 hag an 8 a viz Even. Kresket e oa ar goproù hag asantiñ a reas an implijourien anavezout ar sindikadoù. Da c'houde e voe votet lezennoù sokial: pemzektez a ehan-labour gopret, ar sizhun a zaou-ugent eurvezh labour, hag emglevioù-micher.


Krediñ a raed e teuje al lezennoù-mañ a-benn da lakaat un termen d'an enkadenn. Evit ar wezh kentañ e istor o bro e c'halle ar C'hallaoued kemer un nebeud devezhioù vakansoù.


[kemmañ] An armerzh

Krouet e voe un "Office du blé", da lavarout eo ur c'huzul karget da zivizout, pep bloaz, petra e vefe, evit ar bloaz da zont, priz izelañ ar gwinizh. Broadelet e voe an industriezh aer-spas ha bank Bro-C'hall.


[kemmañ] Levrlennadur

  • Testenioù
    • Daniel Guérin, Front populaire, révolution manquée, Julliard, 1963
    • Jules Moch, Une si longue vie, éd. Robert Laffont, 1976


[kemmañ] Filmoù

  • La Belle équipe gant Julien Duvivier
  • La Marseillaise gant Jean Renoir
  • La vie est à nous (1936) gant Jean Renoir


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -