See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Stendhal - Wikipedia

Stendhal

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Stendhal
Stendhal

Henri Beyle, Stendhal e anv-pluenn (23 Genver 1783, Grenoble - 23 Meurzh 1842, Pariz) a zo ur skrivagner gall, priziet diwar elfenniñ lemm santadoù an tudennoù ha diwar e stil diginkl-kenañ. Levezonet gant ar romantelezh saoz ha daoust m'eo bet un diaraoger d'ar romantelezh gall, n'en deus ket graet berzh evel skrivagner.

Kemeret en deus perzh e brezelioù an Dispac'h gall hag an Impalaerezh gall kentañ evel ofiser an dragoned ha melestrer milourel.

Kavet e vez e vez e bered Montmartre e Pariz.

Taolenn

[kemmañ] Buhez

[kemmañ] 1796 - 1821 : ar bloavezioù kentañ

E Grenoble eo bet ganet Henri Beyle e 1783. P'eo marvet e vamm pa oa 7 e sav diaesterioù evit en em gompren gant e dad, Chérubin Beyle, un den a justis gant ur spered bourc'hiz ha strizh. E 1796 eo degemeret Stendhal e École centrale de Grenoble nevez krouet. Pa oa Alexandre Daru, ur c'henderv d'e vamm, merour al Lu Bras e ya Beyle da isofisour e Lu Italia dindan urzhioù Napoleon Iañ er bloavezioù 1800 ha 1801.
Aet da Bariz goude-se e klask gounid e vara er marc'hadourezh, met e klask brud er metoù lennegel hag hoalañ ar verc'hed ivez. Adkavet e vo lod eus e skiant-prenet e-barzh Julien Sorel, penntudenn ar romant "Le Rouge et le Noir" (Ar Ruz hag an Du).
Adalek 1810 e ya el Lu Bras endro evit kemer perzh e mererezh ar broioù aloubet, dreist-holl e Prusia e-lec'h emañ ur gêr Stendal e anv. Pa ziskar an Impalaerezh kentañ e 1814 e ya da chom e Milano, entanet gant ar vro, ar c'hustumoù, al lennegezh italianek hag ar Bel Canto. Skrivañ a ra meur a oberenn levezonet gant Italia hag unan a-bouez bras, an arnodskrid "De l'amour" (Diwar-benn ar garantez).
E 1821 eo rediet Stendhal gant an Aostrianed, mistri ar vro, mont kuit eus Milano pa ne blij ket dezho e venozioù frankizour.

[kemmañ] 1821 - 1831 : Tapout a ra un tamm berzh

Deuet da Bariz en-dro ha n'en deus arc'hant ken e ya da darempredoù gant ar metoù lennegel ha degemeret e vez er saloñsoù lennegezh. Anavezout a ra ur strollad skrivagnerien hag e kav un diskibl dezhañ e-unan, Prosper Mérimée. Embannet eo e skridoù e kelaouennoù'zo hag e skriv arnodskridoù. E 1827 e teu er-maez e romant kentañ, Armance, met a ra berzh gant Le Rouge et le Noir, embannet e 1830 e prantad Dispac'h an Teir Devezh illur, da lavaret eo Dispac'h 1830. P'en deus soutenet an dispac'h eo anvet koñsul e Civitavecchia, ur gêrig ha ur porzh-kenwerzh, 80 km eus Roma.

[kemmañ] 1831 - 1842 : Oberennoù diwezhañ, beajoù diwezhañ

E Civitavecchia e kav hir e amzer hag e c'houlenn an aotre da guitaat e bost an aliesañ ma c'hell ken e ya da veajiñ e Italia hag e Bro-C'hall e-pad mizioù. Mont a ra d'ober un dro-Breizh bihan, met ne blij ket dezhañ kundu ha yezh Brezhoned'zo. Pa ne c'hell mont da benn echuiñ oberennoù'zo (Souvenirs d'égotisme,Lucien Leuwen...) e skriv ur pennoberenn, romant la Chartreuse de Parme embannet e 1839. Marvet eo bet a-daol trumm e-pad noz an 22 d'an 23 meurzh 1842.

[kemmañ] Liammoù diavaez


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -