Stadunanad
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Stadunaniz a vez graet eus annezidi Stadoù-Unanet Amerika. Alies e vez implijet, e gaou, an termen Amerikaned pa vez c'hoant ober anv eus Stadunaniz. Dont a ra eus ar fed m'eo deuet SUA da vezañ ar galloud armerzhel ha politikel brasañ en Amerika hag er bed a-bezh. En em silañ a ra o levezon sevenadurel dre-holl ivez. Daoust da se eo re ledan ha re amresis an termen Amerikaned pa vez c'hoant d'ober anv en un doare reizh eus annezidi ar vro-se. Kalz pelloc'h eget SUA ez a Amerika. Kizidik eo annezidi spagnolegerien Suamerika dreist-holl war ar poent-mañ. Ganto e vez graet ingal gant an termen estadunidense ha n'eo ket gant Americanos (Amerikaned) evit ober anv eus tud SUA.