Spered ar re varv war evezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Manao Tupapau |
Paul Gauguin, 1892 |
Eoullivadur war lien |
73 × 92 cm |
Albright-Knox Art Gallery |
Spered ar re varv war evezh (Manao Tupapau) zo un eoullivadur war lien , graet gant al livour gall Paul Gauguin e 1892.
Emañ war ziskouez en 'Albright-Knox Art Gallery e Buffalo, SUA .
Ar vaouez a weler eo Teha'amana, serc'h al livour, en he gourvez en he noazh war he gwele, war liñselioù arwenn hag ur pareo glas gant bleunioù melen. War he c'hof emañ, un dra ral en taolennoù a vez techet da ziskouez noazhded ar merc'hed muioc'hik.
En diadreñv e weler un iskis a zen gwisket e du: an tupapau an hini eo.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Albright-Knox Art Gallery – Lec'hienn ofisiel