Sovied Luimneach
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Disklêriet e oa bet Sovied Luimneach (saozneg: Limerick Soviet) d'ar 15 a viz Ebrel 1919 gant Kuzul Micherioù hag al Labour Luimneach, evit dikouez e save a-enep d'an "Takad Milourel Ispisiel" hag en em lede war an darn vrasañ eus kêr Luimneach hag ivez war ul lodenn all eus Iwerzhon. Hervez al lezenn-se e ranke an neb a felle dezhi/añ mont e-barzh ar gêr kaout un aotre ispisial digant Polis Roueel Iwerzhon (Royal Irish Constabulary).
Gant ar c'huzul harz-labour savet evit respont d'ar politikerezh-se e oa bet embannet bilhedoù-arc'hant, kelaouennoù ha mestroniet e veze priz ar boued.
D'ar 27 a viz Ebrel 1919 e oa bet disklêriet gant ar c'huzul harz-labour ma oa achu ar harz-labour.