Soazig Daniellou
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Soazig Daniellou, hag hi ganet d'an 12 a viz Kerzu 1954 e Sant-Brieg, a zo ur broduerez hag sevenerez teulfilmoù a labour e brezhoneg dindan ar c'hevredad Kalanna Productions. An darnvuiañ eus he filmoù a zo bet savet diwar urzhiadennnoù ar skinvel rannvroel public Frañs 3 Kornôg (ar merk Frañs 3 Breizh enni) a gas ar skignerezh dre an abadennoù brezhonek.
[kemmañ] Buhez
Graet he deus studioù war ar sokiologiezh. Skrivet he deus pennadoù brezhoneg er gelaouenn Bremañ.
Dimezet eo gant Andrew Lincoln, bet prezidant Diwan.
[kemmañ] Filmoù produet pe sevenet ganti
- Brezhoneg leizh o fenn = Du breton dans la tête, 1999, 51 munutenn. Teulfilm. Priz 1999 ar festival etrekeltiek ar sinema hag ar skinwel dalc'het e Portree (Bro-Skos)
- Roparz Hemon, Kalanna Productions, 2000, 52 munutenn. Teulfilm
- Paganiz : pêcheur de goémon, Kalanna Productions, 2005, 52 munutenn. Teulfilm
- Prad don = le pré d'Anicet, Kalanna Productions, 2007, 52 munutenn. Teulfilm