Shrek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Shrek a zo ur film skeudennoù kevanaoz sevenet gant Andrew Adamson ha Vicky Jenson e 2001. Reizhet eo bet diouzh ur gaoz korriganez gant William Steig. Ur film eus ar studioù DreamWorks eo. Ober a reas berzh bras pa dont a reas er-maez.
An anv Shrek a zeu eus ar ger yidicheg "שרעק" ha talvout a ra "aon" pe "spont". E alamaneg e dalv "Schreck" "efreizh" ("schrecklich" a dalv "spontus"). Distagadur "Shrek" a lak soñjal er son graet gant un den o stufat un dra bennak gwer, heugus evel an haroz ha dreist-holl evel e zoare d'en em zelc'her.
Taolenn |
[kemmañ] Synopsis
Shrek a zo ur roñfl arwer, kinek ha malisius. Emañ o chom en ul lagenn sañset ul lec'h sioul. Met erruout a ra krouadurezed hegasus ha Shrek a c'ha da gastel an aotroù Lord Farquaad hag en doa sañset argaset anezho eus e rouantelezh. Fellout a ra d'an aotroù dimezhiñ gant ar briñsez Fiona hag a zo bac'het gant an aerouantez euzhus.
[kemmañ] Tudennoù
Shrek : pennc'hoarier kentañ ar film. Ur roñfl lous-kenañ, grignous, en e unan eo. Fellout a ra dezhañ difenn e lagenn. Met en em gavout a raio gant tud dic'hortoz evel un azen o komz, ur briñsez hag all.
Priñsez Fiona : ar briñsez Fiona a ziskouez bezañ sioul, dous ha kizidig, met e gwirionez eo ur charlezenn a-wechoù rok. Reizhet eo war ar gourenerezh .
an Azen : seblantout a ra trist met e gwirionez eo ur glakenn farsus ha... dreist-holl pegus ! Ur mignon fidel eo, met aonik-kenañ eo.
Farquaad : otus eo an den bihan-se. Klask a ra ur gwreg fidel ha dibab a ra ar Briñsez Fiona.
[kemmañ] Fichenn deknikel
- Titl : Shrek
- Seveniñ : Andrew Adamson ha Vicky Jenson
- Senario : William Steig, Ted Elliott, Terry Rossio, Joe Stillman, Roger S.H. Schulman
- Produiñ : Jeffrey Katzenberg
- Deiziad dont er-maez : 12 Mae 2001
- Film amerikan
- Furmad : niverel, 35 mm, 1:66.1 (livioù, son Dolby niverel)
- Rumm : film bevaat
- Danvez : kaoz korriganez
- Pad : 90 munut
- Sonerezh : Harry Gregson-Williams ha John Powell (ouzhpenn : Martin Tillman ha Gavin Greenaway)
- Evit an holl
[kemmañ] Mouezhioù
[kemmañ] Mouezhioù saoznek
|
[kemmañ] Mouezhioù gallek
|
[kemmañ] Ar filmoù all
- Shrek 2 (2004) gant Andrew Adamson, Kelly Asbury ha Conrad Vernon
- Shrek the third (2007)
- Shrek 4 (2010)
- Shrek 5 (2013)