See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Kaozeadenn Implijer:Shelley Konk - Wikipedia

Kaozeadenn Implijer:Shelley Konk

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Taolenn

[kemmañ] Deiziadoù

Demat. An holl pennadoù "deiziad" a zo bet savet dija, dindan ar furm "11 Du". Tu zo dit o klokaat evel-just, da skouer o kemer harp war ar pezh 'zo bet graet e yezhoù all... A galon, Benoni 12 Her 2006 da 13:09 (UTC)

[kemmañ] Skaboù

Salud. Daou bennad heñvel a zo : Kaledvoulc’h ha Kaledvoulc'h, gant ur skrab disheñvel. An eil a zo bet krouet ganin, evit "reizhañ" an hini kentañ. Diverket e oa bet an hini kentañ ganin, hep disoñjal merkañ abeg ma reizhadenn. --Llydawr 25 Her 2006 da 20:42 (UTC)

[kemmañ] Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)

Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (displeget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.

Pedet oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.

Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledanoc'h e vo an emglev tizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.

Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)

--Neal 5 Du 2006 da 09:37 (UTC) (Merour)

[kemmañ] trugarez hag ur goulenn

trugarez evit ar reizhadennoù. un draig a fellfe din sklaeraat. desket em boa gwezhall e vez ret implijout an amzer-dremenet amstrizh evuit darvoudoù spishaet (hmm, gwall sklaer n'eo ket... - gwelet e vo gant ar skoueriù 'michañs) kemntoc'h evit an amzer-dremenet strizh (pe kevrennek - ne vern), da skouer:

ganet e oa bet e 1991 ha n'eo ket *ganet eo bet e 1991
gwelet e oa bet warlene ha n'eo ket *gwelet eo bet warlene

n'on ket aet da glask ivez e gwirionez. ha da soñjoù-te? --Neal 26 Du 2006 da 19:42 (UTC)


gwelet e oa bet warlene ha n'eo ket *gwelet eo bet warlene

Sklaer evel lagad an naer.

ganet e oa bet e 1991 ha n'eo ket *ganet eo bet e 1991

Pa lavar ar barzh "me zo ganet e-kreiz ar mor" n'ouzon ket ken petra da soñjal. Shelley Konk 26 Du 2006 da 22:33 (UTC)

[kemmañ] Fallvarchoù

Salud dit. Respontet em eus er bajenn Kaozeadenn Skoazell:Fallvarchoù boas--Yun 5 Kzu 2006 da 17:56 (UTC)

[kemmañ] Kemm an anv

Peurvuiañ e klasker kemenn an den en deus krouet ar pennad a-raok kemm an anv. Kemer a ra un tamm amzer, met sevenoc'h eo. Ne oamp ket war-bouez ur sizhun. Shelley Konk 5 Kzu 2006 da 17:38 (UTC)

kemennet e oa bet ganin ha roet an abeg. E gwirionez, evit lakaat toitloù ar pennadoù da glotaat gant boazioù ar wikipedia n'eo ket dav kemenn na gortoz. Ar c'hontrol avat pa fell d'un den kemmañ titl ur pennad evit e lakaat da diglotaat gant boazioù ar wikipedia.

--Neal 5 Kzu 2006 da 17:42 (UTC)

Un doare da welet personel kenañ eo: gortoz a ran c'hoazh ar c'hemenn war ma fajenn gaozeal. Boazioù personel ivez: kemm hep kaozeal. N'int ket ma re. Shelley Konk 5 Kzu 2006 da 17:48 (UTC)
Sklaer ha burutellet mat e oa an abegoù roet gant Neal evit kemm anv ar pennad. Ma vije tabutet e pad ur sizun war anv pep pennad ne vije fin ebet. Pa 'z eus reolennoù d'ar brezhoneg, kement hag ober doujañ dezho (dreist-holl pa z'eus bet seurt divizoù c'hoazh war pajennoù all eus ar wikipedia, da skouer evit envel kêrioù Iwerzhon)...Benoni 5 Kzu 2006 da 18:05 (UTC)
Aesoc'h doujañ ouzh reolennoù eget ouzh an dud, amañ evel er wiki gallek. Shelley Konk 5 Kzu 2006 da 18:12 (UTC)

[kemmañ] Goulennoù hag evezhiadennoù

Bet on o lenn da bajenn bersonel ha savet un nebeud goulennoùigoù em fenn:

  • Skrivet ganit:
"Donet a ran eus ar wikipedia gallek. Labourat a rin er wikipedia brezhonek diouzh ma vo, met dreist-holl pa vin lakaet er-maez aleshont gant ar Pennoù-bras hag ar Vistri Veur".
  • Goulenn

Ha gallout a ran goulenn evit pesuert abegoù e kav dit e vi lakaet er-maez eus ar Wikipedia gallek gant ar"pennoù-bras" hag ar "Vistri Veur" (merourion bet dilennet gant ar gumuniezh 'michañs?)

  • Skrivet ganit
"Dizoloet em eus amañ: e c'haller kemm anvioù ar pennadoù krouet a-drek kein an aozer kentañ, hep kemenn..."
  • Goulenn:

Pegoulz e oa bet "dizoloet" doare mont-en-dro ar Wikipedia ganit (koulz an hini e galleg hag an hini e brezhoneg hag an holl re all)?

  • Evezhiadenn

N'eo ket bet graet netra "a-drek kein an aozer kentañ" - displeget eo bet pep kemm bet kaset da benn war ar Wikipedia-mañ. Marteze a-walc'h n'out ket a-du gant ar c'hemmoù-se, met graet int bet a-wel d'an holl atav.

  • Skrivet ganit:
"e vez tamallet ur pennad a-boan echu al linenn gentañ"
  • Evezhiadenn

N'eus bet tamallet netra da den ebet a-seurt-se. Kemmet pe reizhet pennadoù nevez-krouet hep tamm patrom warne evit lakaat war evezh ne oant ket achu c'hoazh ne lâran ket.

  • Skrivet ganit:

"ne vez ket aes labourat atav."

aezet eo labourat pa anavezer ha pa doujer d'ar reolennoù ha d'ar pennnaennoù. N'eo ket ganin int bet ijinet ivez, met unan eus diazezoù ar raktres int. N'on ket souzh e vez diaezet labourat a-skipialh gant ar re en ur gumuniezh evel houmañ ma kredez eo reizh ar pezh a gaver da lenn e galleg e traoñ da bajenn bersonel ivez:
"Ce n'est pas une maladie le fait de vouloir mettre des réglements et des lois à tout et à tout?"

--Merour (N) 7 Kzu 2006 da 17:05 (UTC)

Trugarez eus da evezhiadennoù. O lenn a rin ur wech bennak. Shelley Konk 8 Kzu 2006 da 09:36 (UTC)

[kemmañ] Diverkañ ur gaozeadenn

Peurvuiañ ne vez ket diverket ur gaozeadenn. D'am soñj e ya ar merour dreist ar roudenn pa ra se: [[1]].

Arabat lâret forzh petra. Dilec'hiet hag adlec'hiet eo bet da evezhiadenn rak ne dene ket d'ar skeudenn hec'h-unan met da unan eus ar patromoù ma vez implijet ar skeudenn-se. Diverket n'eo ket bet: di/adlec'hietnemetken dres evel ma oa bet displeget en diverradur a c'heller lenn war ar bajenn "kemmoù diwezhañ". Ne ran netra dre guzh nag hep abegiñ ha ne diverkañ netra nemet ma vefe evit e adlec'hiañ evit aezaat ha sklaeraat ur gudenn bennaket pe a-hendall evit diellaouiñ teuliadopu deuet re hir.

--Neal 8 Kzu 2006 da 10:13 (UTC)

N'eus ket aotre ken d'ober goulennoù seven evit kaout alioù an dud all?Shelley Konk 8 Kzu 2006 da 10:07 (UTC)

diseven? pelec'h? - dilec'hiet e oa bet da evezhiaenn evit ma vefe aezetoc'h ha sklaeroc'h evit an implijerion/ezed all da dont da reiñ o ali.

--Neal 8 Kzu 2006 da 10:13 (UTC)

Ur wech all e lezi ma evezhiadenn el lec'h ma oa bet lakaet ganin, ha digoumoul e vo an oabl, splannañ a ray an heol, hag evet e vo ganimp ur banne laezh eus teneridezh mab-den. Shelley Konk 8 Kzu 2006 da 11:00 (UTC)

n'oûn ket re pesuert kudenn ac'h eus ganin met adlec'hiañ un evezhiadenn diwar-benn yezhadur ur patrom pa oa bet lakaet an evezhiadenn a-dreuz war ar bajenn goazeal stag ouzh ar sjkuedenn implijet gant ar patrom-se a zo un tamm eus al labourioù naetaat ha kempenn ma rank ar verourion ober war ar zro. diverket n'emañ ket - dilec'hiet eo bet n'eo ken.

sur-mat n'eo ket aezet dit labourat atav war ar Wikipedia-mañ (na war an hini e galegg hervezout da-unan) ma n'out ket gouest da lenn an abegoù roet a-wel d'an holl war ar bajenn "Kemmoù diwezhañ" a ya stag ouzh pep kemm graet ganin ha da gompren ec'h eo gwell gallout lenn evezhiadennoù savet diwar-benn ur pennad/patrom/rummad pa vez kavet an evezhiadenn-se war ar bajenn gaozeal stag ouzh ar pennad/patrom/rummad-se kentoc'h evit war an hini stag ouzh ur skeudenn implijet gant ar pennad/patrom/rummad-se (hag a c'hello bezañ implijet gant pennadoù all evel-se). Anfain, diganit ne c'hortozon tamm digarez ebet nag anzav ne oa ket ar gwir ganit pa oan bet tamallaet din ur wezh all traoù faos (ar wezh-mañ klask lakaat an dud da grediñ e oa bet diverket un evezhiadenn bet graet ganit pa oa bet dilec'hiet war ur bajenn gaozeal dereatoc'h evit ma vefe aezetoc'h d'an holl he c'havout ha koazeal diwar he fenn). --Neal 8 Kzu 2006 da 11:42 (UTC)

[kemmañ] Diverkañ

Ne vije ket diaes en em glevet, n'eus nemet kaozeal a-raok, met fellout a ra dit e vije ar gwir ganit kousto pe gousto. Setu ur bajenn gaoezal a oa bet implijet ganin evit kaozeal sioul ha seven, setu ar pezh zo c'hoarvezet:[[2]] Setu an traoù evel m'emaint. Ar peurrest zo spazhañ laou. Shelley Konk 8 Kzu 2006 da 13:44 (UTC)

Faos: amañ emañ an evezhiadenn: Kaozeadenn Patrom:Kempenn (netra da welet gant ar skeudenn) ha setu ar pezh a zo c'hoarvezet (eilet diwar ar bajenn dibar "kemmoù diwezhañ" : "(diforc'h) (ist) . . Kaozeadenn Patrom:Kempenn‎; 21:57 . . Neal (Kaozeal | degasadennoù | stankañ) (dilec'hiet hag adlec'hiet evezhiadenn)". N'eo ket ret "kaozeal" evit reizhañ munudoù (netra n'ehe doa da evezhiadenn da welet gant ar skeudenn met gant ar patrom). Ar peurrest (skrivet ganit da skouer: "Peurvuiañ ne vez ket diverket ur gaozeadenn. D'am soñj e ya ar merour dreist ar roudenn pa ra se") a zo klask tagañ ac'hanon kousto ge gousto.

--Neal 8 Kzu 2006 da 14:00 (UTC)

Kompren a ran pelec'h emañ an dalc'h: bevañ a rez kement ali un tamm disheñvel evel un dagadenn bersonel. N'eo ket yac'h. Shelley Konk 8 Kzu 2006 da 15:01 (UTC)

[kemmañ] Demokratelezh

[[3]] Votomp. MP 30 Kzu 2006 da 10:15 (UTC)

[kemmañ] Kemennadenn - anvioù gresianek

Mont a ran e darempred ganit war-eeun evel merour evit kemenn dit ez eus bet digoret ur prantadig studi evit gwelet peseurt kinnigoù resis e c'heller ober da geñver ur votadeg da vezañ dalc'het emberr a-divout an doareoù da dreuzskrivañ ha da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek, dreist-holl ar re henc'hresianek, met tennañ a ra ar c'hinnig da c'hortoz bet savet dija evit kaozeal diwar e benn d'an anvioù gresianek modern ivez.

Ne dalv ket ali an implijer-mañ'n-implijer muioc'h evit hini ar re all evel-just, ha gallout a raio an neb ma fell dezhañ/i reiñ o soñj, met kavout a ran mat reiñ dit da c'hoût war-eeun hag pediñ da ali abalamour d'al labour bet kaset da benn ganit war an dachenn resis-mañ gwezh ha gwezh all betek-hen.

Amañ e kavi ar bajenn gaozeal evit lakaat o ali:

Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1

A galon, --Merour (Neal) (Kaozeal) 6 C'hwe 2007 da 15:46 (UTC)

[kemmañ] Kendiviz reolata war ar rummadiñ

Demat, ur c'hendiviz reolata war ar rummadiñ a zo bet digoret amañ. Ar pal a zo kendoniañ an doare da henvel rummadoù. Trugarez deoc'h da reiñ ho ali er bajenn kaozeadenn, a-raok na vije digoret ar vot. A galon, Benoni 15 C'hwe 2007 da 19:52 (UTC)

[kemmañ] An anv stêr Gwilen

Goulennet em eus e vefe lakaet en-dro ar stumm Gwilen da stumm kentañ evit ar pennad-mañ. Evel ma'z peus labouret war ar pennad-se e pedan ac'hanout da lakaat da soñj amañ [4]. Trugarez.Rognogno 26 C'hwe 2007 da 09:14 (UTC)

[kemmañ] Kemenn votadeg

Demat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret amañ.

Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.

Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar bajenn gaozeal stag ouzh pajenn ar vot.

Trugarez, --Merour (Neal) (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 16:14 (UTC)

[kemmañ] Guimard

Adlakaet e vro e Breizh àr ar Wiki saoznek. El-rezon, ne vez ket graet "activism" gant hon enebour. Kadbzh 9 Meu 2007 da 14:49 (UTC) de:Lucien Petit-Breton ivez.Kadbzh 10 Meu 2007 da 08:39 (UTC)

[kemmañ] Propaganda

Dans l’article PROPAGANDE on apprend que les techniques de propagande utilisées en 1914-18 sont les suivantes : Il faut faire croire 1. que notre camp ne veut pas la guerre 2. que l’adversaire est responsable de la guerre 3. qu’il est moralement condamnable (car il attaque wikipédia par ses lâches articles ? ) 4. que la guerre contre lui a de nobles buts : défendre la vérité contre le lâche agresseur 5. que l’ennemi commet des atrocités délibérées (vandalisme) , mais pas nous : 6. qu’il subit bien plus de pertes que nous : ses articles maléfiques sont victorieusement supprimés 7. que Dieu est avec nous : Dieu ou son représentant : la Vérité, … 8. que le monde de l’art et de la culture approuve notre combat 9. que l’ennemi utilise des armes illicites (pas nous) 10. que ceux qui doutent des neuf premiers points sont soit des traîtres, soit des victimes des mensonges adverses (car l’ennemi, contrairement à nous qui informons, fait de la propagande).

[kemmañ] Loeiz XVI

Trugarez da sellet ouzh ar gaozeadenn--Kadwalan 17 Ebr 2007 da 10:13 (UTC)

[kemmañ] Ilias

Petra eo da soñj ?--Kadwalan 2 Mae 2007 da 07:33 (UTC)

[kemmañ] Reizhañ hag eeunaat

Degemeret mat e vez reizhadennoù atav, met re wir eo n'haller ket reizhañ nag eeunaat ar yezh ma ne gomprener ket ar c'healoù --Neal (Kaozeal) 20 Mae 2007 da 16:39 (UTC)

[kemmañ] Re:"Propaganda"

For your information, Shelley Konk, I am not a spammer and I have never vandalised any Wikipedia articles before. Please calm down. I am only politely asking for translation help. It is entirely up to them to decide whether or not they will choose to help me.
Also, as some of you may have already known, I am not the only person asking for translation help.
All of these users have asked politely for help and none of these Wikipedians have ever vandalised any Wikipedia.
I am sure that experienced and long-time Breton contributors and administrators know me a lot clearer. Besides, I do not ask on a regular basis. --Jose77 26 Mae 2007 da 11:04 (UTC)
Respontet am eus ivez e saozneg evel merour da Jose77 war e bajenn bersonel war ar Wikipedia saoznek Jose77 (wiki saoznek)--Neal (Kaozeal) 26 Mae 2007 da 11:32 (UTC)

Asking for religious or political translation to help spread beliefs is propaganda. I have just created my own religion, so I will also use wikipedia to advertise it. Shelley Konk 26 Mae 2007 da 17:23 (UTC)

[kemmañ] Tavarn

Mont a ra mat tre en dro an davarn: t'eus ken met lenn ar mod implij e laez ar bajenn Taol lagad. Benoni (Kaozeadenn) 27 Mae 2007 da 21:09 (UTC)

[kemmañ] Goap da vat!

Na gunujennin ket da speredegezh o tisplegañ dit perak out bet stanket ur sizun!!!! War n'eus peseurt wiki all e vijes bet stanket, ha tout da frioù faos, da viken!!! Benoni (Kaozeadenn) 7 Mez 2007 da 16:53 (UTC)


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -