See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Saburo Sakai - Wikipedia

Saburo Sakai

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Sakai gwisket e mod merdeadurezh impalaer Japan
Sakai gwisket e mod merdeadurezh impalaer Japan

Saburo Sakai (1916-2000) a oa ur blenier kirri-nij japanat e-pad an eil brezel-bed. Lâret vez d'eus outañ oa un As rak tizet n'eus muioc'h 'vit 60 karr-nij brezel enebour.

[kemmañ] E vuhez

Saburo Sakai a zo ganet e bro Japan, e Saga d'ar 25 a viz Eost 1916. E familh a zo anavezet evit bezañ diskennad d'eus ur remziad Samourai, met a veve d'eus labour an douar. Da geñver ar studioù ar paotr Saburo n'eo ket gwall entanet.

D'an 31 a viz Mae 1933, oadet a 16 bloaz, Sakai a ya da vartolod brezel. Da gentañ vezo implijet vel kanoler war ar vag Kirishima betek 1936, bloavezh lec'h ma vezo degemeret en ur skol 'vit bezañ blenier karr-nij. Daou wech en d'eus c'hwitet an arnodenn 'vit bezañ degemeret met tapout a ra memestra e diplom e 1937, hini ar blenerien kirri-nij war vourz un douger kirri-nij. Kentañ ez eo d'eus e c'hlasad. Kregiñ a raio mare ar brezel-nij evitañ pad ar brezel chino-japanaat etre 1928-1939, eno vezo gloazet. Goude kement-mañ choaz a ra da nijal war ar c'harr-nij mil anavezet an hini Mitsubishi A6M "zero" ha kenderc'hel a ra gant ar brezel enep China.

Adal penn-kentañ ar brezel ez eo kroget etre Sakai hag an ofisourien ur brezelig dreist-holl a-fed gouzout petra vez tu d'ar blenerien kirri-nij, soudarded simpl anezho d'ober pe get. Sakai a ro an tu d'e genseurted da vutuniñ pezh a zo difennet rik, reiñ a ra urzh d'unan anezho da laerañ boued an ofisourien ... E-kerzh ar c'hentañ emgann a-enep ar Chinaiz, Sakai a dizh ur c'harr-nij enebour met dre ma z'eo bet a-enep an holl urzhioù ez eo lañgachet gant e ofiser e plas bezañ anavezet e drec'h.

[kemmañ] An Eil Brezel-Bed

Goude ma vize kroget ar brezel a-enep ar Stadoù-Unanet, kemer a ra perzh e tagadenn ar Filipina. E 1942 ez eo kaset e Tarakan, e Borneo, kemer a ra perzh en emgannioù an Indez Izelvroat. Dont a ra a-benn da dizhout 13 karr-nij enebour araok ma vize klañv. Goude tri miz ez eo adarre war an tachennoù emgann, e strollad-nij an is-letanant Junishi Sasai er Ginea Nevez.

D'ar 7 a viz Eost 1942 ez eo gloazet e-kerzh un emgann a-us da Guadalcanal, koll a ra eno e lagad dehou. Dont a ra a-benn memestra da zistreiñ gant e garr-nij goude ma vize bet kontet evel marvet. Chom a ra stanket en ospital 'vit 5 miz, ret vo dezhañ bezañ operataet pad hir amzer hep louzoù.

Tremen a raio ur bloavezh da gelenner vit ar skolidi brezel war ar c'hirri-nij . E miz ebrel 1944 ez eo kaset e strollad-nij Yokosuka hag a zo bet lakaet war tachenn emgann Iwo Jima. Ne c'hell ket nijal pad pell met tizout a ra memestra pevar enebour.

E-kerzh an eil brezel-bed, ar blenier kirri-nij Saburo Sakai en d'eus distujet 64 karr-nij enebour, an darn vrashañ anezho o vezañ amerikan. Anavezet ez eo ivez evit bezañ unan d'eus an tri blenier nemetañ d'eus e strollad-nij orin da vezañ chomet bev betek fin ar brezel. Goude ar brezel, Saburo Sakai en d'eus kuitaet an arme gant an titl a letanant. Bet eo bet penn-bras un embregerezh moulañ. Bet eo bet ivez da weladenniñ ar Stadoù-Unanet lec'h ma n'eus kavet an tu da gejañ gant e enebourien gozh.

Saburo Sakai a zo marvet d'eus un taol-kalon d'an 22 viz Here 2000 e-pad un emvod d'an aerborz-vor Atsugi.

Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -