Prenzlauer Berg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Prenzlauer Berg a zo unan eus karterioù Berlin. Ul lodenn eus arondisamant Pankow eo. Pa oa rannet ar gêr e oa ur bastell-vro hag e Berlin ar Reter e oa. E 2001 eo bet strollet gant Pankow ha Weißensee en-dro. Ur c’harter ennañ kalz tud yaouank eo.
[kemmañ] Istor
Adalek eil odenn an XIXvet kantved e tiorrenas Prenzlauer Berg, evel ma weler war steuñvioù ar c’hêraozour James Hobrecht. Er penn-kentañ e voe aozet ar c’harter evit ar renkadoù etre, met dre ma oa anvet ar savadurioù “kasarnioù da feurmiñ” (Mietskasernen) e voe kentoc’h tud desket, arzourien ha studierien az eas da chom ennañ da vare DDR. Abaoe m’eo bet adstrollet Berlin ez eus bet nevesaet kalz savadurioù, ha hiziv an deiz eo eo kentoc’h renkadoù pinvidik (alamaned ar c’hornôg, estranjourien) a gaver ennañ. Kalz tud eus DDR ha kalz arzourien a zo chomet memestra, evel ma weler e Kastanienallee, Schönhauser Allee pe c’hoazh Danziger Straße.
[kemmañ] Perzhioù Prenzlauer Berg
- Stankder poblañs uhelañ Berlin :12.316 annezad/km², en holl 134 861 annezad.
- Poblañs yaouank-tre : ur c’hard anezhi etre 15 ha 30 vloaz
- Niver a vugale dre vaouez : 2,1, (1,3 evit peurrest Alamagn)
- N'eus ket bet kalz a zistruj e Prenzlauer Berg da vare bombezennadeg Berlin.
[kemmañ] Lec’hioù da weladenniñ
- Kollwitzplatz ha Helmholtzplatz da zevezh ar marc’had
- Bered yuzev Berlin (Schönhauser Allee). Enni emañ douaret Max Liebermann (livour) ha Giacomo Meyerbeer (sonaozour). Bered yuzev brasañ Europa eo
- Sinagogenn Rykestrasse
- Iliz Gethsemane, unan eus lec’hioù pouezusañ an dael da vare DDR
- Mauerpark, e-lec’h ma oa ar Voger
- Volkspark Prenzlauer Berg, lec’h uhelañ (91m) ar c’harter
- Falkplatz, ur park bihan nepell eus Mauerpark
- Flohmark (marc’had an traoù kozh) Prenzlauer Berg a vez aozet da Sul nepell eus Mauer Park
- Kultur Brauerei, bet ur braserezh ha deuet da vezañ ur greizenn sevenadurel, enni ur sinema, ur c’hoariva, tavarnioù, breserezhioù ha toulloù-noz.