Pierre Manoli
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Pierre Manoli ( 1927 - 2001) a oa ur c'hizeller ha bevet en doa e Breizh ul lodenn eus e vuhez.
Sevenet en doa kalz oberennoù foran :
- ar c'hizelladur meur e Kevrenn ar Skiantoù e Paris (1976),
- 'Koublad kezeg' (Couple de Chevaux) e Kreizenn Varc'hegezh Dinarzh (1982),
- 'Ar C'houel Vras' (la Grande Voile) e Ti-Gar Montparnasse (1992),
- 'Feuteun Vuhez' (Fontaine de Vie) e Kantpig (1995),
- 'Homaj d'ar Renk' (Hommage à la Rance), pe deñved gant biñsoù-tro, raktres meur evit mordredanva ar Renk, Kerricharzh-an-Arvor (1996),
- arrebeuri-liderezh Iliz-Veur Sant-Kaourintin Kemper (1999),
- 'Gwezenn ar c'houiziegezh' (L'Arbre de la Connaissance), Lise Brizeug e Kemper (2000)...
Pierre Manoli a oa kizeller al lusk, ar c'hejadennoù hag an arouezioù. Implijet en doa an nerzh fetis kenkoulz hag ar skañvezh ouesk.
Ijinet en doa teknikoù nevez : greunvaen teuzet, feilhañs gant flammer, strinkadenn metal, amlivañ war orjal ha gwisponet.
[kemmañ] Mirdi
E anv a zo L'atelier Manoli. E Kerricharzh-an-Arvor emañ. Moien zo gwelet kizelladurioù e ti an arzour hag en e liorzh.