Nyiragongo
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An Nyiragongo a dalv e brezhoneg "an hini a tivoged"
[kemmañ] Lec'hiadur
An Nyiragongoa zo lec'hiet e republik demokratel ar C'hongo ha resisoc'h : 29,5° Reter ;1,52° Su. Eus chadennoù ar Virunga a ra 80 km eus Reter da Gornog hag a ra 20 km ledander ez eo; enni ez eus ar venezioù-tan-mañ: ar Vuhaura , ar Vgahinga , ar Sabinyo , ar Vishole , ar Vikeno , ar Garisimbi hag an Niamuragira. Lec'hiet eo an Nyiragongo da 19 km eus ar geriadenn Goma tost-d'ar vevenn etre ar C'hongo hag ar Rwanda. Ar geriadenn Goma a zo war-dro 400 000 a dud o chom enni Bras a-walc'h eo an Nyiragongo ; 3469 m uhelder eo eñ. War rift Afrikan Esten eo an Nyiragongo .
[kemmañ] Tarzhadennoù
Dislonket en deus dija peder wech :ur wech e 1944 , e 1948 , e 1977 hag e 2002. An dislonkadenn e 2002 he deus lakaet da fall 14 geriadenn nabell dioutañ ha touchet he deus e lava ar geriadenn Goma en ur leskel un nant lava eus 60km hirder ! Setu n'eo ket marv c'hoazh an Nyiragongo.Ur vojenn a zo en-dro d'an Niamuragira ha diouzh an Nyiragongo setu anezhi : laret e vez gant an dud o vevañ tro- dro d'an daou venez-tan-se ez a ene an dud varv da lakaat anezhañ da zislonkañ. Tarzhus eo an Nyiragongo hag ur stumm kemmesk en deus ar venez-tan Peleat-mañ . Lava berradus ha tarzhadennoù aezhenn dour a zo en e zislonkadurioù . Teñval eo liv e lava hag ur gimiezh bazek he deus . An Nyiragongo na servij da vann evit an dud o vevañ tro-dro (labour-douar...)