See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Mitsumasa Yonai - Wikipedia

Mitsumasa Yonai

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ.
Yonai kentañ ministr
Yonai kentañ ministr

Mitsumasa Yonai(米内光政) (bet ganet d'an 2 a viz Meurzh 1880 ha marvet d'an 20 a viz Ebrel 1948) oa un amiral eus morlu impalaeriel Bro-Japan ha politikour. 37vet kentañ ministr Japan eo bet adalek ar 16 a viz Genver 1940 betek an 22 a viz Gouere 1940.

[kemmañ] Yaouankiz ha buhez er morlu

Yonai a zo bet ganet e ker Morioka, en ur familh e lec'h ma oa gwechall samuraïed uhel o renañ war domanioù Morioka. Mont a reas e akademiezh ar morlu impalaeriel e 1901, ha uhelet eo bet e renk da zanvez ofisour e Genver 1903. Kemer a reas perzh d'ar brezel etre Bro-Japan ha Bro-Rusia etre 1904 ha 1905 e lec'h 'z'eo bet uhelaet e renk da letanant e miz Gouere 1904.

Goude-se, uhelaet eo bet c'hoazh e miz Kerzu 1912, tremen a reas dre skol brezel ar morlu ha uhelaet c'hoazh, da renk renabler milourel a-benn bezañ kaset e Rusia hag e Polonia e pad an eil brezel bed, etre 1915 ha 1917. Uheleaet eo bet e renk da gomandant, ha goude diskar an impalaeriezh rusiaat, eo bet adgalvet e Bro Japan a-benn bezañ lakaet e penn tachenn morlu Sasebo.

E 1918, e eruas e barzh strollad pennoù bras ar morlu japaneg hag uhelaet eo bet d'ar renk kabiten e 1920. Kabiten eus al lestr brezel Mutsu eus miz Du 1924 btek miz Kerzu 1925, e lec'h ma z'eo bet añvet e penn eil morlu Bro-Japan gant renk a eil-amiral. Estreget-se en eus kemeret perzh da guzul teknikel ar morlu.

E miz Kerzu 1928, añvet eo kentañ komandant eus ar rummad listri arsailh, ha kaset betek ar ster Yangtze e Sina. Goude e drec'h war ar sinaiz eo bet uhelaet d'ar renk iz-amiral e miz Kerzu 1930 ha kaset e penn morlu Chinkai e Korea.

Lakaet eo bet e penn trede morlu Bro-Japan e miz Kerzu 1932, goude tachenn morlu Sasebo (Du 1933), eil morlu Bro-Japan (Du 1934), tachenn morlu Yokosuka (Kerzu 1935), e penn ar morlu koublet ha kentañ morlu Bro-Japan e miz Kerzu 1936. Pa oa e penn ar strolladoù lisrtri-mañ, ha goude gwallzarvoudoù an Tomozuru, eo bet lakaet war-well ar fed ma bigi morlu Bro-Japan a grogen da vezañ kozh ha ret e oa adneveziñ anezho. Lakaet eo bet e plas ur c-huzul a-benn ober al labour-se ha cheñchamantoù zo bet graet war stumm re simpl al listri brezel.

[kemmañ] Ministr ar merdeerezh

Yonai a zo deuet da vezañ amiral e miz Ebrel 1937 ministr ar merdeerezh dindan rennad ar c'hentañ ministr Hayashi Senjuro e pad ar memes bloaz. Ha kendrec'hel a reas da labpuraat er c'harg-mañ dindan ar ministroù all evel Konoye Fumimaro ha Hiranuma Kiichiro betek miz Eost 1939. Goude, pa Abe Nobuyuki a eruas kentañ ministr, Yonai a zo bet kaset d'ar c'huzul-brezel uhel. Pa oa ministr, e oa brudet evit e brezegennoù savet ha skrivet ar berrañ posubl en e bouez mouezh eus Bro-Nambu.

Yonai oa ankeniet pa wele an darempredoù etre ar Rouantelezh-Unanet, ar Stadoù-Unanet ha Bro-Japan o vont war gwasaat. Ha dreist-holl pa 'z'eo eruet er prantad ma dreistelezh arme Bro-Japan oa gwallgaset gant stad fall an traoù war talbenn Bro-Sina. Yonai a glaskas kas da benn ur bolitikerezh eus ar peoc'h etre ar broioù, met se a digaso kalz a gudennoù dezhañ gant ar broadellourien strizh. Evel Isoroku Yamamoto, klasket eo bet meur a wech drouklazhañ anezhañ. Met e soñje e oa un dra a bouez evit Bro-Japan kaout ur vag kreñv kennañ evel ar Yamato (kreñvañ bag ar prantad istorel-mañ er bed a bez) a-benn kempouezañ an traoù war an dachenn milourel etrevroadel.

[kemmañ] Kentañ ministr

Yonai a zo bet añvet kentañ ministr Bro-Japan ar 6 a viz Genver 1940. Pa oa kentañ ministr, e strivas evit kreñvaat al liammoù etre ar Stadoù-Unanet, Rouantelezh-Unanet ha Bro Japan a-benn staliañ ur aegelc'h a beoc'h etre ar broiù-se, hag e enebas ouzh mennoz an emglev gant an Alamagn nazi ha Italia faskour. Met e rankas reiñ e zilez an 21 a viz Gouere 1940, dreist-holl abalamour ma 'z'eo bet rediet gant ar broadelourien ha rannoù a stourment evit an emglev gant Alamagn. An emglev-se a vo sinet diwezhatoc'h ar 27 a viz Gwengolo 1940.

[kemmañ] Labour politikel

Yonai a labouras evel dilennad e burev ar c'hentañ ministr ha distroet eo d'e labour ministr eus ar merdeerezh dindan ar c'hentañ ministr Koiso Kuniaki adalek an 22 a viz Gouere 1944 betek ma Saipan a gouezas dindan argadoù an arme amerikan. Goude-se e gendalc'has da labourat evit ar c'hentañ ministr Suzuki ha Shigenori Togo betek diskleriadurioù Potsdam. Adalek miz Eost 1945, e rennas al labourioù distruj hollek eus morlu impalaeriel Bro-Japan.

Abaoe pell, Yonai a c'houzañve kudennoù gant e gwazhiennoù-kas, met e varvas eus un daijenn-skevet e 1948 pa oa 68 bloaz. E bez zo en e ranvro orin eus Morioka. Roet eo bet dezhañ medalenn ar serpant-nij (kentañ renk) aour hag añvet eo bet e barzh urzh ar sav-heol.

Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -